Arunachal Pradesh (अरुणाचल प्रदेश en hindieg, distaget [ʌruˈɳɑːʧʌl prʌˈdeːɕ]) zo unan eus stadoù India, e biz ar vro, e-harz ar menezioù Himalaya. Itanagar eo kêr-benn ar stad. En-dro da Arunachal Pradesh emañ stad Asam er c’hreisteiz ha Nagaland er gevred. Er c’hornôg emañ Bhoutan, en hanternoz Tibet (Sina) hag er reter emañ Myanmar (Birmania).

Stad Arunachal Pradesh
Stad Arunachal Pradesh

Embann a ra Republik Pobl Sina e tlefe Arunachal Pradesh bezañ en he dalc’h, dre ma vefe un tamm eus Tibet.

Un tamm eus stad Asam e oa Arunachal Pradesh betek ar bloavezh 1987. Talvezout a ra an anv Arunachal Pradesh kement ha "bro ar sav-heol".

Meur a zek yezh disheñvel a vez komzet en Arunachal Pradesh, an darn vrasañ anezho o vezañ eus familh ar yezhoù tibetek-burmek. E-touez annezidi ar stad e kaver meur a gumuniezh sevenadurel : an darn vrasañ eus an dud zo Tibetiz a-fet sevenadur hag ul lodenn anezho zo repuidi eus Tibet ; kalz a dud genidik eus lec’hioù all en India hag eus Bangladesh a gaver ivez.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry