C'hoarioù olimpek hañv 2024

C'hoarioù olimpek hañv 2024, pe C'hoarioù an XXXIIIvet Olimpiadenn ent-ofisiel, a vo dalc'het etre ar 26 a viz Gouere hag ar 24 a viz Eost e Bro-C'hall, e Pariz dreist-holl. Ar gêr-mañ eo an hini a voe dibabet gant ar Poellgor Etrebroadel Olimpek e Lima, e Perou, d'ar 17 a viz Gwengolo 2017. An eil kêr eo da sevel C'hoarioù olimpek evit an trede gwech (1900, 1924 ha 2024), goude Londrez (1908, 1948 ha 2012), hag a-raok Los Angeles (1932, 1984 ha 2028).

C'hoarioù Olimpek hañv 2024
multi-sport event
Sports season of league or competitionC'hoarioù Olimpek hañv Kemmañ
Anv ofisielJeux de la XXXIIIᵉ olympiade Kemmañ
Anv er yezh a orinJeux de la XXXIIIᵉ olympiade Kemmañ
Ger-sturGames wide open Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′24″N 2°21′8″E Kemmañ
Raklec'hiet gantC'hoarioù Olimpek hañv 2020 Kemmañ
Heuliet gantC'hoarioù Olimpek hañv 2028 Kemmañ
Edition number33 Kemmañ
Broadcast byOlympic Broadcasting Services, Eurosport, Televisión Española, France Télévisions Kemmañ
Deiziad2024 Kemmañ
Deiziad kregiñ26 Gou 2024 Kemmañ
Deiziad echuiñ11 Eos 2024 Kemmañ
Darvoud-alc'hwez2024 Summer Olympics opening ceremony Kemmañ
OrganizerParis Organising Committee of the Olympic and Paralympic Games 2024 Kemmañ
Officially opened byEmmanuel Macron Kemmañ
Oath made byMélina Robert-Michon, Florent Manaudou Kemmañ
Torch lit byMarie-José Pérec, Teddy Riner Kemmañ
MascotOlympic Phryge Kemmañ
Final event2024 Summer Olympics closing ceremony Kemmañ
Arload ofisielOlympics - Paris 2024 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://olympics.com/fr/paris-2024 Kemmañ
HashtagParis2024 Kemmañ
A implijTrois coups Kemmañ
Map

Embannet ez eus ur budjed a 6,6 miliard a euroioù[1]. Evit ar wech kentañ ne vo ket savet al lid-digeriñ er stad olimpek met e kreiz-kêr, war an Saena.

Ar maskodennoù dibabet n'int ket ul loen, evel m'emañ ar boaz d'ober, met ur boned frigian, gant divrec'h, divc'har ha daoulagad bras. Ober a reont dave d'an Dispac'h gall. Anvet "Phryges", unan zo olimpek, eben paralimpek, gant ur c'harosod. Kavet e vint e stumm t-shirtoù, dougoù-alc'hwezioù ha feurennoù.

Loc'hañ a reas ar flamm olimpek eus Gres e-bourzh an teirgwern Belem hag errout a reas e Marsilha e miz Mae 2024, a-raok treuziñ 64 tiriad hag ouzhpenn 400 kêr e Frañs e-pad 2 viz.

Tabutoù ha chaladurioù

kemmañ

Meur a wallreuz a zo bet ganet adal c'hoarioù olimpek hañv 2024, lod a zo a-fed an en-dro, padal lod all niverusoc'h a zo liammet gant ar surentez. Lod chaladurioù a zo liammet gant gwirioù Mab-den, lod all dre ma 'z eo bet aotreet Israel da gemer perzh e-liamm gant ar Brezel etre Israel hag an Hamas, ha memestra gant ar sportourien rusian pe belarusian hag a gemero perzh er c'henstrivadegoù gant ar statud neutral e-liamm gant Aloubadeg Ukraina gant Rusia.

D'ar 25 diouzh an noz eo bet taget linennoù tren an SNCF, kudennoù bras a vo gant an trenioù betek an dibenn sizhun[2]. An SNCF a embann n'eo ket un dagadenn urzhiataerel met tagadennoù dafar linennoù tren[3].

Notennoù ha daveoù

kemmañ