Claude-Marie Le Laé, pe Glaoda Mari al Lae, ganet e Lanniliz e 1745, ha marvet e Landerne e 1791, a oa ur skrivagner brezhonek fentus ha flemmus eus an XVIIIvet kantved.

E-lec'h mont da veleg goude e studi e Kastell-Paol ez eas da studiañ al lezenn da Vrest ha da Roazhon. E 1773 e voe anvet da vreutaer e Roazhon, hag e 1790 da varner e Landerne, ma varvas da 46 vloaz.

Gant Gaston Esnault e voe dastumet hag embannet e skridoù.

Oberennoù

kemmañ
  • Claude-Marie Le Laé. Sermon Dom Per Yann ar C'hauzeur person Beuzit, e kichen Landerné war maro truezus e gloc'her keaz Mikeal Morin, kenta eus an hano. 1766. Adembannet etre 1795 ha 1818.[1]
  • Claude-Marie Le Laé. Ar c'hy. 1772. En : Annales de Bretagne, T. LXXV, niv. 4, Kerzu 1968, p. 708-753. Notennoù gant Gaston Esnault.
  • Simpliciteou, 1763

Levrlennadur

kemmañ
  • Gaston Esnault. La vie et les œuvres comiques de Claude-Marie Le Laé (1745-1791). Paris : Édouard Champion, 1921. Gant div varzhoneg c'hallek (Les trois Bretons ha L'Ouessantide) hag ar Sarmoun great war ar maro a Vikael Morin..., 1500 gwerzenn.
  • Jacques Cambry. Voyage en Finistère.
  • Claude Le Menn, Étonnants Léonards, Keltia Graphic, 2006. Ur pennad anvet Claude-Marie Le Laë. Un mécréant sur la terre des prêtres

Liamm diavaez

kemmañ
  1. https://fv.kan.bzh/docs/Fv-Bibliotheques/British-Library/BL-11595-a/FV-BL-11595-a-01.pdf