Sancho II Portugal
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Sancho II a Bortugal a zo bet ganet d'an 8 a viz Gwenholon 1207 e Coimbra (Portugal) ha marvet d'ar 4 a viz Genver 1248 e Toledo (Spagn). Mab e oa da Afonso II, Roue Portugal, ha d'ar rouanez Urraca Kastilha (Rouanez Portugal). Pevare roue Portugal e voe adalek 1223 betek 1248. Lesanvet e oa O Capelo (kabellet). Dimeziñ a reas gant Mécia Lopes de Haro, eus Rouantelezh León.
Bec'h a savas etrezañ hag an Iliz. Klemm diwar e benn a reas arc'heskob Porto ouzh ar pab. Eskumunuget e voe ar roue gant ar pab Inosant IV a c'houlennas digant Portugaliz envel ur roue all. Breur Sancho, Afonso, a oa o chom en Gall, evel kont Boulogne, a voe pedet da gemer ar gurunenn evel rejant e Gwengolo 1245. Hag eñ da Bortugal. Ret e voe da Sancho dilezel ar gurunenn en 1247 ha repuiñ da gêr Toledo, ma varvas e Genver 1248. Beziet e voe eno en iliz-veur.
War e lerc'h
kemmañE vreur Afonso III a renas war e lerc'h.