Schwerin

kêr alaman

Schwerin a zo ur gêr e norzh Alamagn, ha kêrbenn Land Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. E dibenn 2007 e oa 95 855 annezad enni.

Schwerin

Kastell Schwerin
Lec'hiadur
Lec'hiadur Schwerin en Alamagn Lec'hiadur Alamagn en Europa
Titouroù
Gorread 130, 46  km²
Poblañs 95 855 (12/2007)
Stankted 735 den/km²
Uhelder 38 m
Kod post 19053
19055
19057
19059
19061
19063
Pellgomz 0385
Politikerezh
Bro Alamagn Alamagn
Land Mecklenburg-Vorpommern
Karterioù 18 Ortsteile
Maerez Angelika Gramkow, Die Linke
Lec'hienn www.schwerin.de

Tro-dro da Schwerin ez eus kalz lennoù, an hini vrasañ anezho, anvet Schweriner See, a zo 60km² gorread dezhañ. War inizi e-touez al lennoù e oa ar bobl abotrit o chom en XIvet kantved. Anvet e oa al lec'h-se Zuarin, ha sed orin anv Schwerin. E 1160 e voe trec'het an Abotrided gant Herri al Leon hag a dapas Schwerin ivez. Azalek ar mare-se e teuas da vezañ ur gêr a-bouez : savet e voe ur c'hastell hag a voe kresket a-hed ar c'hantvedoù. Lavaret e vez e vefe ennañ un tasmant anvet Petermännchen.

 
Schwerin a-raok 1340

E 1358 e timezas Alberzh III Mecklenburg da Richardis von Schwerin, ha neuze e teuas Schwerin da vezañ ul lodenn eus dugelezh Mecklenburg, hag enni en em stalias an duged. War-dro 1500 e krogas chanters evel kastell Schwerin, m'edo an duged o chom. Goude ma vefe bet rannet Mecklenburg e 1621 e teuas Schwerin da vezañ kêrbenn Dugelezh Mecklenburg-Schwerin. Etre 1765 ha 1837 e voe lakaet Ludwigslust da gêrbenn, ha Schwerin en-dro goude-se.

Goude 1918 hag an dispac'h en Alamagn e voe diskaret ar roueelezh, hag and dug a roas e zilez. Dont a reas neuze Schwerin da vezañ kêrbenn stad dieub Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Da zibenn an Eil Brezel-Bed (d'an 2 a viz Mae 1945) e vo tapet Schwerin gant an arme amerikan. D'ar 1añ a viz Even e voe roet d'ar Vreizhveuriz, ha d'ar 1añ a viz Gouhere e voe roet d'ar Soviediz, peogwir e rankas an Amerikaned hag ar Vreizhveuriz distreiñ d'o zakadoù-aloubiñ. Aloubet e voe Schwerin gant ar Soviediz hag e teuas da vezañ ul lodenn eus DDR. Divodet e voe ar stadoù en DDR e 1952, ha dont a reas Schwerin da vezañ kêrbenn distrig Schwerin. Ur wech adunvanet Alamagn e 1990 e voe adsavet stad Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Da zibab a oa etre Rostock ha Schwerin, ha Schwerin eo a voe lakaet da gêrbenn.

Savadurioù dibar

kemmañ

Mirdioù

kemmañ

 

Skeudennoù

kemmañ

Gevellerezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.