Viruz
Ur viruz[1],[2],[3],[4],[5],[6],[7],[8],[9] (liester : viruzoù pe viruzioù) zo ur parazit ha ne c'hell ket e lieskementiñ nemet e kelligoù ar boudoù-bev. Gouest eo da gontammiñ an holl vevien, loened, plant, bakteri hag Archaea.
Tremen 11 000 seurt {{spesad]] viruzoù zo anavezet [10], petra bennak ma vije milionoù anezhe moarvat. Viruzouriezh — ul lodenn eus ar c'harvevoniezh — a reer eus studi ar viruzoù.
Teir lodenn zo en ur viruz : genoù graet diwar TDN pe TRN, ur grogenn proteinek o wareziñ ar genoù hag ur c'holoenn lipidek. Kalz bihanoc'h eget ar bakteri eo ar viruz daoust ma'z eus lod anezho brasoc'h eget ar bakteri bihanañ.
A-benn lieskementiñ e rank ebarzhiañ e c'henoù e diabarzh genom an ostiz. Eztaolet e vez e broteinoù asambles ha proteinoù ar gellig ha dieubet viruzoù nevez pa darzh houmañ.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Diwar ar ger latin "virus" a dalv kement hag ampoezon, peurgetket.
- ↑ Roparz Hemon, Dictionnaire breton français, Al Liamm, 1978, pajenn 831a
- ↑ René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton, Tome X, Al Liamm, 1994, pajenn 4008a
- ↑ Geriadur divyezhek brezhoneg galleg, Mouladurioù Hor Yezh, 1994, pajenn 434a
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, pajenn 1959b
- ↑ Alan Monfort, Gerioù evit komz brezhoneg bemdez, Hiziv an deiz, 2001, pajenn 57a
- ↑ Guy Étienne, Geriadur ar Vezekniezh, Preder, 2007, pajenn 222a
- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1398b.
- ↑ Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, Al Liamm, 2014, pajenn 838a
- ↑ (en) 11 273 e 2022, hervez 'Virus Taxonomy: 2022 Release'. Kavet : 18/09/2023.