Brezhoneg

  Etimologiezh

Meneget er C'hatolikon (amser).
Da geñveriañ gant ar gerioù amser « amzer gronologel » e kembraeg, anser « amzer gronologel » en hengerneveureg hag aimsir « amzer gronologel ha meteorologel » en iwerzhoneg.
Deuet eus ar ger keltiek *amsterā « amzer gronologel », deveret eus *amos (en deus roet an iwerzhoneg am « amzer gronologel ») a zeufe eus ar wrizienn indezeuropek *h₂emos « laziad » a gaver er ger hititek hamesha- « nevezamzer ».[1]

  Anv-kadarn

amzer /ˈãmzɛr/ benel, liester amzerioù

  1. (Kronologiezh) Endro dizidermen ma hañval an darvoudoù c'hoarvezout an eil da heul egile, ma hañval buhezioù ar boudoù tremen.
    1. Bezañ amzer.
      Amzer zo
    2. Bezañ amzer da ober un dra
      N'eus ket amzer da goll.
    3. Kaout amzer.
      N'hon devez ket amzer : trec'h e vez hon labour deomp ordinal. TBP
    4. Kaout amzer d'ober un dra
      N'em eus ket amzer da chom da c'hoari.
    5. bezañ, chom, labourat, dindan an amzer
    6. a bep amzer
    7. a-hed an amzer
    8. e pep amzer
    9. Ar seizh amzer
    10. Ar pevar amzer
    11. ur pennad amzer
    12. anvioù-kadarn a verk a amzer a bad: boutad, frapad , herrad, lajad ( laziad ), pennad, pennadig, pred, predad, reuziad;
  2. (Yezhadur) Hollad ar furmoù verb a dalvez da verkañ ur c'heñver etre ar c'houlz ma vez eus ur stad, un ober, hag ar c'houlz ma taneveller ar stad, an ober-se.
  3. (Meteorologiezh) Stad an aergelc'h e koulz pe goulz, dreist-holl e-keñver al levezon war buhez hag obererezh an dud.
    1. anvioù-gwan a vez staget ouzh ar ger amzer (an amzer a ra) hervez urzh al lizherenneg: brav, fall, kaer, mat, put, ramp, tener, tomm, yen.

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Amzer gronologel
Amzer meteorologel

  Gwelet ivez

  Daveoù

Roll an daveoù :

  • [1] : Ranko Matasović, Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Leyden, Brill, 2009, p. 33-34.