kentañ ma
Brezhoneg
Troienn stagell isurzhiañ
kentañ ma /ˈkẽn.tã.ma/
- Kentañ tra.
- Kentañ ma c’houlennas eus e dad a voe doare ar pevarzek kazeg. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 145.)
- Kerkent ha ma.
- ... kentañ ma kavint o zro. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 33.)
- En troiennoù en amzer-da-zont evel kentañ ma c'hallin, kentañ ma c'halli, kentañ ma c'hallo ...
- Kentañ ma c'hallin ez in da Lannuon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 243.)