Mont d’an endalc’had

An deiz kentañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Pajenn krouet gant : "thumb|left|upright 1.5|FDC timbroù Gorsedd Kembre (1976) Un toullad devezhioù a-raok ma vez lakaet un timbr e gwerzh gant melestradurezh ar Postoù e vez aozet un eztaol evit brudañ an timbr hag ar pezh a zo anaout da welet gantañ. Anvet eo an degouezh “Deiz kentañ an timbr”. Evit an deiz-se ez eus bet fardet ur golo-lizher o kinnig, war an tu-kleiz, ur skeudenn damheñvel ouzh an timbr, gant titouroù..."
 
D Tanjee en deus kaset ar bajenn Timbroù : an deiz kentañ da An deiz kentañ
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 22 Her 2024 da 14:01

FDC timbroù Gorsedd Kembre (1976)

Un toullad devezhioù a-raok ma vez lakaet un timbr e gwerzh gant melestradurezh ar Postoù e vez aozet un eztaol evit brudañ an timbr hag ar pezh a zo anaout da welet gantañ. Anvet eo an degouezh “Deiz kentañ an timbr”.

Evit an deiz-se ez eus bet fardet ur golo-lizher o kinnig, war an tu-kleiz, ur skeudenn damheñvel ouzh an timbr, gant titouroù evit displegañ d’eus petra zo kaoz, hag ar meneg Deiz kentañ (First Day Cover e saozneg). Ar skeudenn a c’hell bezañ lufrus, bosek, gwriet zoken. Alies e saver ur gartenn-bost ivez, pe ur folenn-nij a vent vras skeudennaouet kaer. Ur siell ispisial, dezhañ un dresadenn stilizet, an deiziad hag ar gerioù “Deiz Kentañ” a zo implijet evit kachediñ an timbr peget war ar c’holoenn.

Pep hini zo libr da zegas ur golo-lizher frank da vezañ kachedet an timbr avat.

An degouezh, savet war un ton bras gant ar velestradurezh e-pad un deiz pe zaou, a c’hoarvez en ul lec’h dibabet evit bezañ e darempred gant elfenn an timbr : ur savadur istorel, kêr ganedigezh un den brudet, tachenn un emgann istorel… Gant sikour ur gevredigezh dimbrawourien eus ar vro e vez savet un diskouezadeg timbroù an deiz-se, gant ar pal tutañ ar muiañ ar gwellañ.


FDC Timbr John Barry (Iwerzhon)

An dafar-mañ a vez klasket gant an dastumerien, ha priziet e vez ar goloennoù-lizher ha ar c’hartennoù-post gant ur siell Deiz Kentañ er rann “First Day Cover” ar c’hatalogoù. Rouez kenañ eo an timbroù a voe implijet a-raok an Deiz Kentañ, lakaet er-maez goude ul laeronsi pe gant tud dizonest pe implijidi ar postoù berrboell. Ma lenner mat deiz ar siell war ar golo e c’hellfe bezañ ker ruz he friz.

Kimmerianed - Ukraina 2019