Padrig an Habask : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 35: | Linenn 35: | ||
* [[Caryl Lewis]],''Mat an traoù ?'' [[romant|romantig]] evit ar yaouankiz, troet diwar ar [[Kembraeg|c'hembraeg]] gant Padrig an Habask. |
* [[Caryl Lewis]],''Mat an traoù ?'' [[romant|romantig]] evit ar yaouankiz, troet diwar ar [[Kembraeg|c'hembraeg]] gant Padrig an Habask. |
||
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek|Habask, |
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek|Habask, Padrig an]] |
||
[[Rummad:Diwan|Habask, |
[[Rummad:Diwan|Habask, Padrig an]] |
||
[[Rummad:Embannerezh vrezhonek|Habask, |
[[Rummad:Embannerezh vrezhonek|Habask, Padrig an]] |
Stumm eus an 3 Mez 2008 da 09:06
Padrig an Habask (Patrick Labasque e marilh an dud) zo anezhañ ur c'helenner Eil derez, ur skrivagner brezhonek ha rener ar gelaouenn drimiziek Al Lanv.
Buhez
Ganet eo bet Padrig an Habask e 1954 en Terrug, (Kernev-Izel - Penn-ar-Bed) e ledenez Kraozon. Bet eo e skolaj hag e lise Charles de Foucauld e Brest, e skol-veur Brest hag e skol-veur Roazhon. Rener Skolaj Diwan Kemper eo hiziv.
Kroget eo da zeskiñ brezhoneg e-unan pa oa 17 vloaz. Goude-se en deus heuliet kentelioù dre lizher "Skol Ober" ha graet en deus ur staj war ar maez e Plouared e 1976. Klasket en deus deskiñ brezhoneg e gorn-bro evit gallout komz gant tud ar vro.
Ampart eo e kembraeg hag e euskareg ivez.
Ar skrivagner
Kroget eo Padrig an Habask da skrivañ er gelaouenn drimiziek Al Lanv er bloavezh 1980 hag an ti-embann Al Lanv a oa savet da-heul. Kemeret en deus perzh e savidigezh ar gelaouenn-mañ hag embannet en deus 114 niverenn (derou 2008). Skrivet en deus da gentañ ul levr anvet "Ouzh strak ar gurun", daou levrig da zeskiñ brezhoneg evit Kembreiz. Pennadoù ha barzhonegoù evit ar gelaouenn "Al Lanv" en deus skrivet dreist-holl.
Skrivañ a ra e pep niverenn Al Lanv ha pa sant ur fromadenn, en em laka da skrivañ barzhonegoù, pa zarev un dra bennak ennañ da-heul un darvoud bennak er gevredigezh pe diwar gendegouezhioù hag a rank dont er-maez… Alies e sav ar pennadoù diwar an imor ken ez int dija hanter-skrivet en a-raok dre m’emaint en e benn. "Ne chom mui nemet reiñ stumm d’an traoù o klask sujañ pe damsujañ entan ar galon da boell barn ar spered.", emezañ.
An embanner
Liessseurt eo an oberennoù embannet gant Al Lanv.
Seizh levr diwar-benn al laboused troet diwar ar c’hembraeg asambles gant Tudual Huon a zo bet embannet gantañ. Troet en deus ivez al levr "Mat an traoù ?", bet skrivet gant Caryl Lewis, diwar ar c’hembraeg.
E-touezh an tregont bennak a levrioù embannet gant Al Lanv e kaver ur buhezskrid e div levrenn hag oberennoù troet eus oberourien veur (William Shakespeare, Jean de La Fontaine, Jack London) hag adembannadur ur romant-polis, Diamantoù Keroulaz gant Roparz Hemon.
Mennozhioù
Ur brogarour breizhat eo Padrig an Habask. Difenn a ra ar yezhoù keltiek, brezhoneg pe kembraeg peurgetket. Ampart-tre eo evit komz an div yezh-mañ. Klasket en deus lakaat Kembreiz da zeskiñ brezhoneg dre o yezh. Troet en deus kalz a levrioù diwar ar c’hembraeg e brezhoneg.
Oberennoù
Skrivañ stank a ra pennadoù e-barzh Al Lanv : pennadoù-stur, kalz pennadoù diwar Euskadi h.a… Barzhonegoù berr, englenioù, a skriv ingal a-walc’h, lod a ya e-barzh Al Lanv, lod all a zo diembann. Ne c'hell ket skrivañ kement ma fell dezhañ pa vez kalz a labour gant un embanner oc’h adlenn hag o klask gwellaat ar skridoù a vez kaset dezhañ.
- Ouzh strak ar gurun, skrid-arnod savet a-enep an arme c’hall dindan al lesanv Yann Vartolod (1994).
- Un teskad gerioù-kroaz,
- Llydaweg fel Llydawr, ul levrig-deskiñ brezhoneg evit Kembreiz (Kentelioù ouzhpenn evit studierien Kembre o teskiñ brezhoneg Cyflwyno ’r Llydaweg Per Denez)
- Brezhoneg tamm-ha-tamm, levr-deskiñ ha kasedigoù
- "Yezh skol-louarn Veig Trebern", ur studiadenn, ur c'hounskrid evit ar skol-veur, diwar-benn geriaoueg Youenn Drezen e Skol Louarn Veig Trebern er gelaouenn Hor Yezh, Nnn 134-35 (miz Gwengolo 1980) ha 148-49 (miz Genver 1983).
Troidigezhioù
- Laboused, eizh levr gant E. V. Breeze Jones hag Islwyn Williams, troet gantañ diwar ar c’hembraeg asambles gant Tudual Huon . 1. Laboused an Arvor, 2. Laboused ar maezioù, 3. Laboused ar flagennoù hag ar gwernioù, 4. Laboused al liorzhoù, 5. Laboused ar c’hoadoù, 6. Laboused an aberioù hag an aodoù, 7. Laboused ar stêrioù hag al lennoù, 8. Laboused ar menezioù, 1984-1989. ISBN 2950638775}}
- Gérard Classe, Bagad Kemper, 50 ans sans relâche, hep diskrog, rakskrid gant Dan Ar Braz (troidigezh vrezhonek gant Padrig an Habask). Blanc Silex éditions, dastumad Mémoire, 2005, ISBN|2913969100.
- Caryl Lewis,Mat an traoù ? romantig evit ar yaouankiz, troet diwar ar c'hembraeg gant Padrig an Habask.