Mont d’an endalc’had

Kac'hat

Eus Wikipedia
Stumm eus an 3 C'hwe 2009 da 04:13 gant Bianchi-Bihan (kaozeal | degasadennoù) (Pajenn nevez : thumb|Ur [[gouelan o kac'hat]] thumb|Un den oc'h ober kemend-all. Skeudenn eus ar XVIvet kantved. '''Kac'h...)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Ur gouelan o kac'hat
Un den oc'h ober kemend-all. Skeudenn eus ar XVIvet kantved.

Kac'hat, pe difankañ, a zo kement ha skarzhañ eus ar c'horf an danvez a chom goude treizhañ ar boued, hag a vez graet gant an dud ha kalz loened dre o fraezh.

Un ober pemdeziek eo, hag un tabou ivez e kalz a sevenadurioù.

Meur a zoare d'ober, meura lec'h disheñvel zo hervez ar broioù. Tud zo a ya en o c'hoazez e salioù anvet privezioù, er gêr pe e tier all, ha tud all a ra er-maez. Gwechall e Breizh e veze graet alies a-drek ar c'hleuzioù, en amzer ma oa kleuzioù e pep lec'h.