Mont d’an endalc’had

Confédération française démocratique du travail

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Laurent Berger, sekretour meur ar CFDT abaoe an 28 a viz Du 2012

Kentañ sindikad Frañs dre niver an izili eo ar CFDT (Confédération Française Démocratique du Travail), "Kengevread Gall Demokratel al Labour": 868 601 ezel e dibenn ar bloavezh 2012 (53% a wazed ha 47% a vaouezed); an eil eo e-keñver mouezhioù en dilennadegoù micher (lezioù-barn al labour ha dileuridi al labourerien en embregerezhioù hag er melestradurezhioù), a-drek ar CGT.

Kavet e vez izili ar CFDT war an holl dachennoù labour, en embregerezhioù bras evel er re vihan, er servijoù publik evel e lodenn brevez an ekonomiezh. El lodenn-mañ e kaver an darn vrasañ eus an izili.
En holl rannvroioù ar c'hwec'hkogn emañ ar CFDT.

Ezel eo ar CFDT eus Kengevread Europat ar Sindikadoù (Confédération Européenne des Syndicats-CES e galleg, European Trade Union Confederation-ETUC e saozneg) abaoe 1974. Ezel eo ivez eus Kengevread Etrebroadel ar Sindikadoù (Confédération syndicale internationale-CSI e galleg, International Trade Union Confederation-ITUC e saozneg).

Istor

Bloaziadoù pouezus

  • 1919 - E miz Du 1919 e voe krouet ar CFTC (Confédération Française des Travailleurs Chrétiens), "Kengevread Gall al Labourerien Gristen".
Awenet gant kelennadurezh sokial an Iliz katolik e voe aozet war diazezoù a genskoazell evit difenn al labourerien enep ar frankizouriezh ekonomikel.
70% eus dileuridi ar c'hendalc'h a savas a-du gant an diviz-se. Gant an izili a nac'has an diviz e voe keouet ar CFTC a-vremañ.
  • 1968 - A-drugarez d'ar CFDT e voe degemeret ar gevrenn sindikadel embregerezhel gant emglevioù Grenelle.
Ur gounid diazez e voe kement-se peogwir e roas ar gwir da grouiñ kevrennoù e pep embregerezh. Roet en deus ar c'hengevread e skoazell da emsav ar studierien ken abred hag ar 6 a viz Mae. Evit ar CFDT e yae o stourm evit an demokratelezh a-du gant stourm ar sindikad evit gwirioù al labourerien.
  • 1974 - Emezelañ a reas ar CFDT e Kengevread Europat ar Sindikadoù.
Adalek ar bloavezhioù 1950 e oa savet ar CFTC a-du gant krouidigezh un Europa unanet. Evit kaout ur benveg a obererezh sindikadel war live Europa e oa bet krouet K.E.S. e 1973.
  • 1979 - Difenn a reas ar CFDT e emrenerez (an "adkreizadur").
Adkreizañ a reas e obererezh war e balioù sindikadel evit talañ ouzh kemmoù ar gevredigezh : bedelaat, kemmoù an doareoù produiñ, adframmadurioù embregerezhioù e-leizh ha kresk bras an dilabour.
Araokadennoù a-bouez a gaver enno : berzet e vez pep gwallziforc'h ; rediet eur da skoulmañ emglevioù a-stroll war ar goproù, war padusted hag aozadur al labour ; diorroet e vez an aozadurioù dileuriañ ar c'hopridi ; krouiñ a reer ur gwir evit ar c'hopridi da lavarout o soñj war aozadur al labour ; krouiñ a reer "Poellgorioù ar Yec'hederezh, ar surentez hag an aozioù labour" (PYSAL) (Comités d'hygiène, de sécurité et des conditions de travail-CHSCT e galleg).
  • 1995 - Reiñ a reas ar CFDT e skoazell da adaozadur ar Surentez sokial.
  • 1997 - Kemer perzh a reas ar CFDT er breutadegoù a-zivout ar 35 eurvezh.
Krennañ padelezh al labour e oa unan eus goulennoù pennañ ar CFDT. Pouezañ ar reas war gouarnamant Lionel Jospin evit ma vije digresk an niver a eurvezhioù labouret un diazez evit krouiñ implijoù.
  • 2003 - Goulenn a reas ar CFDT ma vije lakaet un doare da zelc'her kont eus ar redoù-micher hir en adaozadur ar retredoù.
A-drugarez d'ar stourm-se e c'hell 600 000 goprad o doa kroget da labourat abred mont war o leve da 60 vloaz mar fell dezho.
  • 2006 - Sevel a reas ar CFDT enep ar Gevrat Kentañ Implij (Contrat Première Embauche-CPE e galleg).
  • 2008 - Sinañ a reas ar CFDT an emglev evit "nevesaat marc'had al labour".
Gounit a reas doareoù nevez da suraat an hentoù micher : gellout a ra ur goprad dic'hopret mirout un toullad gwirioù (kenwarez, gwirioù stummadur...) hag o c'has eus un embregerezh d'egile.
  • 2010 - Stourm a reas ar CFDT enep adaozadur ar retredoù.
Abegoù ar stourm : digevatalderioù ; ar fed ma kaser an oad lezennel evit mont war e leve da 62 vloaz hag e startaer an doareoù evit ar "remzadoù hir" (72,3% eus o goproù uhelañ eo leve al labourerien hir o remzad e-lec'h 75% evit al labourerien all)...
  • 2013 - Sinañ a reas ar CFDT an emglev evit "suraat an implij".

Sekretourien veur

Palioù ha talvoudoù

Lakaat a ra ar CFDT pemp talvoud en a-raok.

  • Dishualerezh
Ur gwir didorrus hiniennel hag a-stroll eo, evit ma c'hellfe pep den ren e vuhez, evit rediañ pep embregerezh hag ar gevredigezh en he fezh da zoujañ da zinded ha frankiz pep den, evit ma c'hello pep den bastañ d'e ezhommoù danvezel ha speredel en e vuhez micherel ha personel.
  • Demokratelezh
Un talvoud diazez eo. En anv ar c'hengevread emañ ar ger, evit ma c'hallo pep den lavarout e soñj ha kemer perzh en divizoù, evit ma kemero pep den perzh e gwellidigezh e zoareoù da labourat ha da vevañ hep delc'her kont eus e orin, e vroadelezh, e gredennoù pe e vennozhioù.
  • Dizalc'hidigezh Fellout a ra d'ar CFDT chom hep meskañ e giriegezhioù gant re ar Stad, ar strolladoù politikel pe an aozadurioù relijiel evit mirout e emrenerezh hag e frankiz burutellañ.
  • Emrenerezh N'heller ket bezañ dizalc'h e-keñver preder hag obererezh ma vezer arc'hantet gant an diavaez. Ur sindikalouriezh a izili eo hini ar CFDT.
  • Kengred Ar c'henskoazell eo dibab ar CFDT evit difenn gwirioù an holl. Kenskoazell etre ar c'hopridi, etre ar c'hopridi hag an dud dilabour, etre ar rummadoù-oad hag etre ar pobloù evit stourm enep pep

stumm a argaserezh, a zizingalded hag a wallziforc'h.

Pragmatek eo ar CFDT, gwelloc'h dezhañ kavout diskoulmoù dre gendiviz met prest da stourm diouzh ret. Gouzout a oar e kemm buan an traoù hag e tle azasaat e c'houlennoù dre ma cheñch marc'had al labour ha diaesterioù al c'hopridi.

Liammoù diavaez