Jeanne Jugan
Jeanne Jugan, "Mari ar Groaz" he anv relijiel, a oa ul leanez vreizhat ganet e Kankaven d'ar 25 a viz Here 1792[1] ha marvet e Sant-Pern d'an 28 a viz Eost 1879. Diazezerez kenvreuriezh C'hoarezed Bihan ar Re Baour eo ha lakaet eo bet da santez gant an Iliz katolik e 2009.
Pempvet bugel Joseph Jugan, pesketaer dianket 4 bloaz goude he ganedigezh, ha Marie Horel eo. Badezet eo e Kankaven dindan an anv "Joucan". Labourat a ra en un apotikerezh e Sant-Servan, ha goude evel servijourez ha devezhourez.
E deroù ar goañv 1839 e ro bod d'ur vaouez kozh dall, Anne Chauvin. Muioc'h-muiañ a dud a zo repuet ganti hag un nebeud merc'hed all a zeu da sikour anezhi. Tamm ha tamm ez eus savet ur gumuniezh vihan. E 1842 ez eus savet ur reoliadur ha tapet eo an anv « Servantes des Pauvres », ar pezh a vo cheñchet e 1844 e « Sœurs des Pauvres ». Krouiñ a ra un ensavadur e Sant-Servan hag a zo c'hoazh anezhañ hiziv, ha tier all e Dinan ha Roazhon. E miz Kerzu 1843 eo addilennet seurez veur, met torret eo kement-se gant an aotrou Auguste Lepailleur, kure Sant-Servan, ha lakaet eo gantañ e "verc'h speredel" Marie Jamet en he flas. E 1844 ez eus roet ur priz dezhi gant an Akademiezh C'hall ha brudet e teu da vezañ, ha sachañ evezh ar gazetennerien. Ar skrivagner Charles Dickens a zeu da weladenniñ unan eus he zier. Difennet eo dezhi gant an aotrou Lepailleur ober war-dro ar genvreuriezh ken. Echuiñ a ra he buhez hep sevel he mouezh e novisiad Sant-Pern.
Gwenvidikaet eo gant Yann-Baol II e 1982 ha lakaet da santez gant Benead XVI d'an 11 a viz Here 2009.
Liammoù diavaez
- (br) Jeanne Jugan, c'hoar vihan ar re baour, abadenn An Istor Livet war Brezhoweb
Notennoù ha daveoù
- ↑ Teuliad kelaouiñ e www.eglise.catholique.fr