Mont d’an endalc’had

Simo Häyhä

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Simo Häyhä (distaget: /ˈsimo ˈhæy̯hæ/ (selaou )), bet ganet d'ar 17 a viz Kerdu 1905 e Rautjärvi[1] ha marvet d'ar 1 a viz Ebrel 2002 e Hamina, a oa ur soudard finn gwelet evel ar gwellañ sniper a-viskoazh. E-pad ar Brezel Goañv (1939-1940) etre Finland hag URSS e voe lesanvet Häyhä an « Ankoù gwenn » (finneg: Valkoinen kuolema; ruseg: Белая смерть, Belaya smert’) gant soudarded an Arme ruz, a glaskas lazhañ anezhañ gousto pe gousto hep dont a-benn. Etre 500 ha 700 soudard soviedel a vije bet lazhet gantañ.[2]

Buhezskrid

Ganet eo Simo Häyhä e Rautjärvi, ur gêr vihan tost d'an harz a-vremañ gant Rusia. E amzer-soudard en deus kroget e 1925. Tenner-resisted e voe e-pad ar Brezel Goañv. An arme finn a anzav en dije lazhet 505 soudard soviedel gant ur fuzuilh Mosin-Nagant e-pad 100 devezh emgannoù. Lazhet en dije un 200 enebour bennak all gant ur bistolenn-vindrailher a-raok ma vije kroget da gontañ anezho en ur mod ofisiel.

Ar Soviediz a gasas e-pad tri miz tennerien-resisted da lazhañ anezhañ. Bombezet e voe ivez al lec'hioù ma oa sañset bezañ. D'ar 6 a viz Meurzh 1940 e resevas ur boled en e benn hag a zistrujas e javed hep lazhañ anezhañ[2]. Oberataet e voe meur a wech. Goude ar brezel e zeuas da vezañ desaver chas ha chaseour orignaled.

Dafar ha teknikoù

Häyhä a implije da gentañ ur bistolenn-vindrailher finn Suomi KP31. Goude e vije bet remerket e zonezon e voe profet ur fuzuilh-resisted Pystyukorva M28 deveret eus an arm soviedel Mosin-Nagant[1]. Kavout a rae gwelloc'h chom hep implijout lunedenn ebet war e arm, dre ma c'halle bezañ lec'hiet gant adsked an heol warni, ha dre ma c'halle ar glizh chom warni ha mirout anezhañ da welet mat[2]. Kustum e oa ivez da stardañ an erc'h dirak e fuzuilh evit ma ne nijfe ket en aer pa oa o tennañ. Lakaat a rae ivez erc'h en e c'henoù evit kuzhat e alan. Gouest e oa da chom gourvezet en erc'h e-pad eurvezhioù hep fiñval, gwisket gant dilhad gwenn penn-da-benn. E 1998 e voe goulennet gantañ perak e oa ken barrek war an tennañ ; hervezañ e oa deuet diwar bleustriñ hepken. Mervel a reas e 2002 e Hamina goude bezañ kaset fin e vuhez e Ruokolahti, ur gêriadenn finn tost d'an harz gant Rusia.[1]

Daveennoù

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) The incredible story of Simo Hayha, the White Death (diellet) war al lec'hienn "Simo Hayha" (lennet d'ar 15/05/2024)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) VALLE Orvelin, This sniper, known as the 'White Death'... war Business Insider, 24/09/2015 (lennet d'ar 15/05/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan