Fernando II León
Neuz
Fernando II , ganet en 1137, marvet e Benavente e 1188, a oa roue León ha Galiza ha Kastilha adalek 1157. Mab e oa da Alfonso VII, roue Kastilha, León, Galiza, ha da Berenguela Barcelona .
Ren a reas goude marv e dad en 1157. E vreur Sancho III a renas e Kastilha. E-pad 30 e renas hag ur roue hegarat ha fur e voe. Rejant Kastilha e voe goude marv e vreur Sancho III, e-pad minorelezh e niz Alfonso VIII Kastilha.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- da Urraca Portugal (1151–Valladolid 1188), merc'h da Afonso Iañ, roue Portugal.
- ur mab o doe, Alfonso IX (1171-1230).
- da Teresa Fernández de Traba
- Fernando (1178-1187).
- un infantez dizanv marvet gant he mamm er gwentloù, beziet enPanteón de Reyes de San Isidoro de León.
- da Urraca López de Haro, Iaén itron Monteagudo y Aguilar:
- García Fernández León (1182-1184), ganet a-raok eured e dud.
- Alfonso Fernández León (1184-c. 1188),
- Sancho Fernández León (1186-1220), IIvet aotrou Monteagudo hag Aguilar. en aner e klaskas e vamm e lakaat envel da roue.