Klaoda
Neuz
(Adkaset eus Glaoda)
Klaoda, pe Glaoda, pe Klaod, a zo un anv-badez brezhonek. Dont a ra eus brezhonekadur an anv gallek Claude, a deu eus al latin Claudius. Evel an anv gallek e vez roet koulz da baotred evel da verc'hed.
Anaout a reer stummoù gwregel, Klaodina, Glaodina, diwar ar stumm gallek Claudine.
N'eo ket bet roet an anv brezhonek-se war-eeun, en ur mod ofisiel.
Er yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- latin : Claudius
- alamaneg : Claude, Klaus d'ur paotr ; Claudia, Klaudia d'ur plac'h
- galleg : Claude, roet da baotr pe blac'h, Claudine, roet d'ur plac'h, Jean-Claude roet d'ur paotr
- hungareg : Kolos
- italianeg : Claudio d'ur paotr; Claudia, d'ur plac'h
- nederlandeg : Claudius
- poloneg : Klaudiusz ; Klaudia
- portugaleg: Cláudia,
- ruseg : Клавдя (Klavdia)
- svedeg : Claudius
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Henamzer ha Krennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Glaoda Iañ (10 kent JK - 54), impalaer roman,
- Klaodios Ptolemaios pe Claudius Ptolemaius, muioc'h anavezet dindan an anv Ptoleme (e-tro 90 - e-tro 168), steredoniour hag astrologour henc'hresian
- Glaoda Besançon (c. 607- 699), sant.
- Klaoda Bro-C'hall, merc'h henañ Anna Breizh, ha rouanez Bro-C'hall er XVIvet kantved,
- Glaoda Marigo, oberour ar c'hentañ Buhez ar Sent en XVIIIvet kantved,
- Glaoda Laporte (1734-1792), merzher,
- Glaoda Mari al Lae (1745-1791), skrivagner brezhonek,
- Glaoda ar Prad (1875-1926), skrivagner brezhonek,
- Klaod an Duigou, emsaver,
- Klaodina Mazeas (1926-2018), dastumerez sonioù, eus Gwengamp,
- Glaoda Millour (1922-2014), milvezeg hag un emsaver,
- Yann-Glaod Morvan, kelenner brezhoneg,
- Klaod an Intañv, skolaer e Lannuon, ha kaner festoù-noz.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Glaodina Kabon, div werz e Gwerziou Breiz Izel.
- Klaodinaig, pe Minorez Kerzadiou, e Plougastell, e-barzh Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, gant Klaoda ar Prad.
Plant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- prun Glaoda, pe prun ar Rouanez Glaoda, ur ouenn prun, diwar anv Klaoda Bro-C'hall.