Mont d’an endalc’had

Halac'ha

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Halakha)

An Halac'ha (hebraeg : הֲלָכָה, distagadur sefarad : [halaˈχa] ; distagadur achkenaz [haˈloχo] ; treuzlizherennet peurvuiañ halakha) eo dastumad al lezennoù relijiel yuzev tennet eus an Torah dre skrid ha dre gomz. Diazezet eo war ar gourc'hemennoù en Torah (mitzvot), displeget hag astennet gant al lezennoù talmudek ha rabinek, ouzhpenn ar c'hustumoù dastumet e labourioù evel ar Shulchan Aruch. Treiñ a reer halac'ha gant "Lezenn yuzev" alies, daoust ma vije reishoc'h lavaret "an doare d'en em zerc'hel" pe "an doare da vale". Deveret eo ar ger eus ur wrizienn a dalvez "en em zerc'hel", "mont" pe "bale". Ouzhpenn ar c'hredennoù hag an emzalc'hioù relijiel a vez reizhet gant an halac'ha, met ivez doareoù ar vuhez pemdez.

Ez-istorel, en diaspora yuzev, e servije an halac'ha da lezenn geodedel ha relijiel - d'ur mare ma ne oa ket a ziferañs etre an daou. Abaoe ar Sklêrijennoù yuzev e oa bet gwelet an halac'ha evel un dra ha ne oa ket ret heuliañ kement-se er vuhez pemdez, dreist-holl dre ma oa diazezet war disklêriadurioù ar rabined. Hiziv, er gwir israelat, lodennoù eus gwir ar familhoù hag ar statud personel dindan beli al lezioù-barn rabinek a bleg gant an halac'ha. Disheñvelderioù en halac'ha a gaver etre an Achkenazed, ar Sefaraded, ar Mizrac'hed, an Etiopianed ha strolladoù yuzev all a veve pell an eil re diouzh ar re all gwezhall.