Mont d’an endalc’had

Pontekroaz

Eus Wikipedia
Pontekroaz
Kêr ar Pont
Kêr ar Pont
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pont-Croix
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pontekroaz (betek 2015)
Douarnenez (abaoe 2015)
Kod kumun 29218
Kod post 29790
Maer
Amzer gefridi
Benoît Lauriou
2014-2026
Etrekumuniezh KK Bro ar C'hab
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 566 ann. (2020)[1]
Stankter 194 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 35″ Norzh
4° 29′ 17″ Kornôg
/ 48.043, -4.488
Uhelderioù kreiz-kêr : 35 m
bihanañ 2 m — brasañ 73 m
Gorread 8,09 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pontekroaz

Pontekroaz (distagadur: [põnˈtekwras])[2] a zo ur gumun lec'hiet e Kerne-Izel, e kanton Douarnenez, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh.

Heñvel a-walc'h eo lec'hiad Pontekroaz ouzh hini Kemper p'emañ an div gêr en un uhelgompezenn a-us d'ur stêr (a-us div stêr e Kemper) o redek eus ar C'hornôg hag e traoñ dezho e ra ar stêr bennañ un droenn a-serzh evit diskenn d'ar mor.
E genoù stêr Waien, 6 km pelloc'h e kaver ur porzh hag a zo Gwaien e anv ivez hag ur porzh all, a-dal da Waien, Poulwazeg e anv (e kumun Ploeneg).
A-gozh ez ae ar bigi-samm a-hed an aber betek Pontekroaz e-lec'h ma kave ur pont e fin dourioù dous ar stêr. Diborzhiañ a rae Pontekroaz produioù labour-douar (edoù, legumaj) hag enporzhiañ a rae gwin eus Bourdel ha holen Breizh.
Kanienn ar Stêr-Waien a ya a-hed un ugentad a gilometradoù war un ahel eus he mammennn e Pennwaien e Ploneiz betek ar gammdro war-zu ar Su, met div stêr all a gaver en ur foz tektonek er c'hornôg en ur vont betek Bae an Anaon etre Beg ar Vann en Norzh ha Beg ar Raz er Su.

  • Erwan Vallerie ː Pontecrois, 1306; Pontem Crucis, 1309; Ponte Croes, 1385; Pontecroix, Pontcroix, 1410; Pontecroix, 1419, 1533; Treffve Roscudon, Pontecroix, 1535; Rosgudon, 1536; Pontecroix, Pontcroix, 1578

Gerdarzh

Ar Bonterien pe "tud ar Pont" a vez graet eus an annezidi. Stumm hir hag anv ofisiel brezhonek: Pontekroaz; anv war ar pemdez: ar Pont.

En glazur e leon kudennek en argant.
  • Sturienn: Naturellement
  • Notenn: "kudennet" eo bet al leon e 1406.

Er XVvet kantved ez eo ar familh Rozmadeg eus Terrug a ya da c'hounit an dreistrenk hag a vo anvet d'ar c'hargoù uhelañ: un eskob hag un den a fiziañs e-kichen ar Roue-Dug e penn ar XVIvet kantved.

  • Er XVIIvet kantved e voe staliet e Pontekroaz sez isdileuridigezh ar Roue, met er mare-se e teu kêrig Gwaien, e genoù ar richer, da vezañ ur porzh kevezer evit ar c'henwerzh.

E savadurioù ar c'hloerdi e oa bet staliet ur skolaj-lise prevez dindan baeroniezh sant Visant serret hiziv (ar skolaj a zo bet dilec'hiet da skol gatolik Itron Varia Roskudon). Ennañ e oa bet lojet lod eus an archerien vobil kaset da Blougoñ e 1980.

Ul lec'h evit stalioù ar c'henwerzh dre vras eo kêr ar Pont hag e teu d'en em staliañ enno muioc'h-muiañ a dud a justis (notered, urcherien), a varc'hadourien, a artizaned. Kavet e veze ivez letioù pa greskas an touristerezh hag e dibenn ar c'hantved e oa bet savet gant ar C'huzul-departamant ul linenn hent-houarn gant roudenn strizh hag a yae eus Douarnenez da Waien hag ivez ul linenn hent-houarn hag a yae eus Pontekroaz da Bont-'n-Abad (graet a veze an treñ youtar eus al linenn-se dizimplijet e 1946).

  • En XXvet kantved eo disgresket saviad armerzhel kêr hag he foblañs da-heul (goude 1950). Kollet he deus he roll kenwerzhel uhel pa veze aesoc'h-aesañ mont-ha-dont gant ar c'hirri-tan ha pa oa bet savet e 1933 ar pont etre Ploeneg ha Gwaien.
  • Mervel a reas 87 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,46% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5]. E-touez an dud lazhet en Emgann Rossignol : Noël Bonizec, ganet e 1885 er Pont, kaporal en 2vet RIC[6].
  • Mervel a reas 26 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
  • D'ar 21 a viz Ebrel 1944 e teu an Alamaned da glask war-lerc'h "spontourion", da lâret eo tud ar Rezistañs[8].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas pemp milour eus ar gumun[9].
  • Mervel a reas tri milour eus ar gumun[10].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz Itron Varia Roskudon, XIIvet-XVvet kantved, roman ha gotek;
  • Chapel Sant-Visant, gotek nevez, XXvet kantved;
  • Ti ar Markiz, XVvet kantved ha meur a di kozh e kreiz-kêr;
  • Straedoù pavezet;
  • Feunteun Itron Varia Roskudon.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

  • Ur skol Diwan zo bet digoret e 2015 hag en distro-skol 2017 e oa 25 skoliad enskrivet eno (14,5% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
  • E distro-skol 2024 e oa 73 skoliad enskrivet er skol Diwan (31,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
  • Votet e oa bet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr Pontekroaz d'an 31 a viz Genver 2016.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pontekroaz a oa penn kanton betek 2015.

Tud ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervé le Bastard de Kerguiffinec,

senesal Pontekroaz e 1721, maer Kemper ha kannad ouzh ar Breujoù e 1738.

En argant e deir dreustell en gul leinet gant teir brizhenn erminig
Bro Kêr Abaoe
Kernev-Veur Lanngostentin 1990

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Roje Gargadenneg, "Gerioù ha troioù-lavar dastumet e Pontekroaz", Hor Yezh (div levrenn), 1986 (niv. 167/168, niv.169).
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, 2001, kartenn 006
  3. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  4. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 48 ha 49.
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (en)Deizlevr an Oberleutnant Werner Simon
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Memorial Genweb