Mont d’an endalc’had

Rouantelezh Gwynedd

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roue Gwynedd)
Ur pennad Gwynedd a zo ivez.
Rouantelezh Gwynedd
rouantelezh, bro istorel
Deiziad krouiñ5. century Kemmañ
Anv er yezh a orinGwynedd Kemmañ
RelijionCeltic Christianity, Katoligiezh Kemmañ
Yezh ofisielkembraeg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°50′0″N 3°55′0″W Kemmañ
Moneizceiniog Kemmañ
Raklec'hiet gantsub-Roman Britain Kemmañ
Heuliet gantPriñselezh Kembre Kemmañ
Deiziad divodañ1216, 1216 Kemmañ
Map

Ar rouantelezh vrezhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwynedd er Grennamzer, etre ar stêrioù Dyfy ha Dyfrdwy. Er reter, Caer (Chester) e Bro-Saoz .

Gwynedd (distaget [ˈɡwɪnɛð]) a zo anv ur rouantelezh vrezhon gozh hag a oa bet aozet en Enez Vreizh er Vvet kantved war-lerc'h d'ar Romaned kuitaat an enez (e 410) hag a zo padet betek war-lerc'h ar bloavezh 1000. Emastenn a rae e gwalarn Kembre, etre ar stêrioù Dyfi ha Dyfrdwy, en-dro da venez ar Ouezva, ha betek war Enez Mon.

Diazezet e oa war douaroù ar pobloù brezhon Ordovices, Gangani, ha Deceangli, en ur vro anvet Venedotia e dihelloù roman. Etre ar Vvet hag an XIIIvet kantvet e voe kresket douaroù Gwynedd gant Enez Mon, hag an holl zouaroù en hanternoz Kembre, etre ar stêr Dyfi hag ar stêr Dyfrdwy, er biz[1]

  • Er gevred e oa Rouantelezh Powys.
  • Er c'huzh-heol hag en hanternoz e oa Mor Iwerzhon (Môr Iwerddon e kembraeg)

Roll Rouaned ha priñsed Gwynedd

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Davies, John, A History of Wales, Penguin, 1994, foundations of pgs 50-51, 54-55

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]