Mont d’an endalc’had

Tantalom

Eus Wikipedia
Tantalom
HafniomTantalomWolfram
Nb
Ta
Db
Taolenn beriodek, Tantalom
Perzhioù hollek
Niver atomek 73
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 5
Trovezh 6
Bloc'h d
Tolz atomek 180,94788 ±0,00002
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d3 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 11, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 5
Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh 1,5 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 761 kJ/mol
2 : 1 500 kJ/mol
Skin atomek 145/200 pm (arnodel/jedet)
Skin kenamsav 170 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20°C) 16,65 g/cm3
Teuzverk 3 017°C
Bervverk 5 458°C
Tredanharzusted 135 nΩ•m (e 20°C)
Neuz an elfenn
1 cm3 eo ec'honad an diñs tantalom

Un elfenn gimiek eo an tantalom ; Ta eo e arouez kimiek, 73 e niver atomek ha 180,948 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

E kailhoù tantalit [(Fe,Mn)Ta2O6], kolombit hag euksenit e kaver tantalom ; gant niobiom e vez mesket atav. Tu zo d'e gaout ivez dre genderc'hañ staen.

E 1802 e voe an tantalom[1] dizoloet gant ar c'himiour svedat Anders Gustaf Ekeberg, hogen meur a gimiour e soñjas dezho e oa un elfenn hepken eus an tantalom hag ar c'holombiom bet dizoloet bloaz abretoc'h gant ar Saoz Charles Hatchett[2]. Ar Saoz all William Hyde Wollaston a oa en o zouez, met an anv tantalium a viras evelato ; a-du gantañ e savas an Alaman Friedrich Wöhler). Da soñj kimiourien all e teuje an tantalom eus skinoberiegezh ar c'holombiom.
E 1846 e tiskouezas ar c'himiour alaman Heinrich Rose an diforc'hioù etre trenkenn kolombiom ha trenkenn tantalom, hag e tisklêrias e oa div elfenn all er c'hailh, a anvas diwar bugale Tantalos, niobium ha pelopiom. Diwezhatoc'h e voe kavet ne oa ar pelopiom nemet ur meskaj tantalom ha niobiom, ha ne oa an tantalom nemet ar c'holombiom bet dizoloet gant Charles Hatchett e 1801.

E 1864 e tiskouezas splann ar c'himiour svedat Christian Wilhelm Blomstrand an diforch'ioù a zo etre an tantalom hag an niobium ; kadarnaet e voe e labour gant ar C'hallaoued Henri Étienne Sainte-Claire Deville ha Louis-Joseph Troots e 1865 dre furchal pelloc'h. E 1866 e prouas ar Suis Jean-Charles Galissard de Marignac e oa div elfenn distag eus an tantalom hag an niobiom.

Ur metal glas-louet eo an tantalom ; pounner eo, ha kalet-kenañ. Orjalennus eo pa vez glan, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe. N'eus nemet ar c'harbon 6C, ar wolfram 74W, ar reniom 75Re hag an osmiom 76Os eo uheloc'h o zeuzverk eget hini an tantalom. Ne c'haller ket e soudañ. Barrek-kenañ eo da dreuzkas an tredan hag ar wrez.

Ne c'hall danvez kimiek ebet — an dour real (HNO3 + 3HCl) zoken — tagañ an tantalom e gwrezioù izeloc'h eget 150 °C ; gant trenkennoù fluorek, trioksid sulfur SO3 pe hidroksidenn kaliom KOH hepken e tazgwered e gwrezioù uheloc'h.
Dre genderc'hañ pentoksidenn tantalom Ta2O5 e farder kenaozadoù evel tantalat litiom LiTaO3 ha tantalat lantanom LaTaO4 a implijer en ardivinkoù-pellgomz hezoug, a-douez traoù all.

Nitridenn tantalom TaN ha karbidenn tantalom TaC eo ar c'henaozadoù kaletañ a anavezer.

Daou izotop hepken zo d'an tantalom en natur, Ta-180 (180Ta), 0,012% eus an Ta a gaver, ha Ta-181 (99,988%).
Kementadoù bihan hepken a Ta-180 zo bet kenderc'het, d'ur priz uhel-kenañ. Gant Ta-181 e kenderc'her W-178 a-benn kaout Ta-178, a vann skinoù Gamma a implijer er vezegiezh (skinskeudennoù).

• Poultr tantalom a implijer da fardañ tredandougelloù ha harzelloù evit an ardinvinkoù elektronek a rank bezañ bihan (binvioù-pellgomz hezoug, urzhiataerioù hezoug, ardivinkoù elektronek evit ar c'hirri-tan).
• Tantalom a lakaer en dir evit ma vije diaesoc'h da deuziñ, ma vije solutoc'h ha ma vije orjalennusoc'h, a-benn implijout an dir-se en nijerezioù.
• Karbidenn tantalom a gaver er c'hendeuzadoù metalek a vez arveret er c'hefluskerioù (nijerezioù hag egorlistri), en ardivinkoù evit ar greanterezh kimiek hag an hini nukleel.
• Evel karbidenn ar wolfram (WC) ez implijer TaC da fardañ binvioù da droc'hañ ha re da doullañ.
• Neud tantalom a implijer evit skarzhañ metaloù evel an aluminiom ; arveret e vezet er c'hleuzeurioù (lampoù)-tredan kentañ, met gant wolfram e reer bremañ.
Oksidenn tantalom a implijer da fardañ gwer arbennik evit ferennoù ar binvioù-luc'hskeudenniñ hag ar filmerezioù.

Ne zazgwered ket an tantalom gant dourennoù ar c'horf ha gouzañvet mat eo gant hennezh, setu e vez implijet er surjianerezh da erlec'hiañ ouzh an eskern bet torret (plakennoù tantalom a lakaer e-lec'h re ar glopenn, da skouer). En abeg d'e stirennegezh ez arverer tantalom da adoberiañ eskern an divhar (da live an divlez dreist-holl), pa c'hall gouzañv pouez ur c'horf hep skuizhañ.

  1. Diwar Tantalos, tad Niobe e mojennoù Hellaz kozh e teu an anv — n'eo ket gouest 73Ta da lonkañ trenkenn pe drenkenn pa vez lakaet da soubañ e-barzh.
  2. Gwelit istor an niobiom
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok