Daugavpils
Daugavpils eo an eil kêr vrasañ e Latvia. Dont a ra an anv eus ar stêr Daugava, pa'z eo bet savet kêr war he lezioù. Daugavpils a dalv kement ha "Kastell war an Daugava" e latveg. War-dro 230 km emañ er gevred da Riga, kêr-benn Latvia. Spletus eo lec'hiadur Daugavpils, e harzoù Belarus ha Lituania (33 ha 25 km pellder). 120 km emañ diouzh harzoù Latvia gant Rusia. Ur greizenn c'hreantel ha linenn-houarn eo Daugavpils.
Daugavpils | |
---|---|
Lec'hiadur | |
Ardamez ha banniel | |
Titouroù | |
Gorread | 72,48 km² |
Poblañs | 95 467 |
Stankted | 1 317 annezad/km² |
Pdk | |
Pdk dre annezad | |
Maer | Žanna Kulakova |
Lec'hienn ofisiel | [1] |
War-dro kêr ez eus meur a lenn hag a c'hourliorzh.