Delwennoù da Afrodite

Un toullad delwennoù savet da Afrodite a zo brudet-kaer, hag un toullad pennadoù, gant skeudenn an doueez, a gavor amañ.

Afrodite ha Gwener

kemmañ

Diwar levezon Italia eo deuet ar c'hiz da ober Venus (Gwener e brezhoneg, Venere en italianeg) eus delwennoù an doueez, ha pa vijent delwennoù hellazat. Div skouer a gement-se eo

  • ar Vénus d'Arles, lakaet war gont Praksiteles, a oa hellazat neuze,
  • ar Vénus de Milo, ha n'eo ket bet azeulet dindan an anv Venus gant tud Hellaz evel-just.


Delwennoù ragistorel

kemmañ

Diwar levezon an hendraourien, saoznek pe c'hallek avat, e vez graet an anv Venus ivez eus an holl delwennoù maouezed a bep orin, ragistorel da skouer (gwelout Gwener Willendorf) . Ur c'hiz n'eo ken, ha skiantel n'eo ket.

Ouzhpenn-se, pa ouzer eo dre c'hoap e vez graet Venus eus delwennoùigoù graet gant arzourien eus an amzerioù koshañ, e weler n'eo ket doujañs na skiant a vez maget gant darn eus ar skiantourien atav.

Anvioù an delwennoù anavezet

kemmañ
 
Venus Urania (Mirdi an Ofisoù, Firenze), luc'hskeudenn gant Giorgio Sommer e 1860.

Diwar Afrodite Knidos ez eus bet savet delwennoù damheñvel, ha dreist-holl: