ISO 15919 (2001) a zo anv ur reoliad etrebroadel evit romanekaat an doareoù-skrivañ implijet evit skrivañ yezhoù India. Implijout a ra sinoù diakritek evit gallout treuzlizherenniñ (pe treuzskrivañ) gant lizherennoù latin an holl vogalennoù ha kensonennoù implijet gant ar skriturioù hag ar yezhoù indezek-se.

Peuzheñvel eo ouzh al Lizherenneg etrebroadel evit treuzskrivañ ar sañskriteg (IAST) evit a sell ouzh an doare da dreuzlizherenniñ al lizherenneg devanagari.

Keñveriadur gant IAST

kemmañ

Dre vras e klotae al Lizherenneg etrebroadel evit treuzskrivañ ar sañskriteg (IAST) gant ISO 15919 daoust ha m'eo ledanoc'h tachenn implij reizhiad treuzskrivañ an ISO-se dre ma tenn da yezhoù indezek all ouzpenn ar sañskriteg. Disheñvel eo an daou reizhiad avat er pemp keñver resis-mañ:

Devanagari IAST ISO 15919 Evezhiadenn
hindeg ए/े e ē Evit gallout diforc'hañ etre 'e' berr hag 'e' hir pa vez ezhomm. Bremañ e implijer 'E' evit treuzskrivañ an hindeg ऎ/ॆ.
hindeg ओ/ो o ō Evit gallout diforc'hañ etre 'o' berr hag 'o' hir pa vez ezhomm. Bremañ e implijer 'O' evit treuzskrivañ ar hindeg ऒ/ॊ.
hindeg ं Hervez ISO 15919, e implijer ṃ evit treuzskrivañ ar gurmukhi Tippi panjabeg ੰ.
hindeg ऋ/ृ E ISO 15919 e implijer ṛ evit treuzskrivañ ड़.
hindeg ॠ/ॄ r̥̄ a-benn doujañ ouzh implij r̥

Gwelit ivez

kemmañ

Liammoù diavaez:

kemmañ