Gabriel Attal

politikour gall

Gabriel Attal, bet ganet d’ar 16 a viz Meurzh 1989 e Clamart (Hauts-de-Seine), zo ur politikour gall, a orin tuniziat hag elzasat a-berzh tad, ha gall, gresian ha rusian a-berzh mamm.

Gabriel Attal
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGabriel Attal Kemmañ
Anv-bihanGabriel, Nissim Kemmañ
Anv-familhAttal, Couriss (de) Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Meu 1989 Kemmañ
Lec'h ganedigezhClamart Kemmañ
TadYves Attal Kemmañ
MammMarie de Couriss Kemmañ
Kompagnun(ez)Stéphane Séjourné Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, cadres de la fonction publique Kemmañ
Kargkannad gall, ministr dileuriad ar C’hontoù publik, kannad gall, ministr an Deskadurezh Stad, Kentañ Ministr Kemmañ
Bet war ar studi eInstitut d'études politiques de Paris, Skol-Veur Panthéon-Assas, École alsacienne Kemmañ
Diplom skol-veurbachelouriezh Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelRenaissance, Strollad sokialour Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennetQ99485986, second round of the 2022 French legislative election, first round of the 2024 French legislative elections, second round of the 2024 French legislative elections, first round of the 2022 French legislative election Kemmañ
Tuadur revelheñvelrevelezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.info.gouv.fr/personnalite/gabriel-attal, https://www.vanves.fr/elected/attal-gabriel/ Kemmañ

Yaouankiz ha stummadur

kemmañ

E dad, Yves Attal, a oa alvokad ha produer sinema. E vamm, Marie de Couriss, a oa implijet en un embregerezh produiñ[1].

Studiet en deus e Sciences Po Pariz, diplomet eo bet e 2012[1].

Red-micher

kemmañ

Ezel eus ar Strollad Sokialour adalek 2006[1], harpet en deus Ségolène Royal e-kerzh he c’habalerezh evit dilennadeg prezidant ar Republik e 2007.

Adalek 2012 e labouras evit ministr ar Yec’hed Marisol Touraine, skrivañ a reas prezegennoù eviti[1].

E 2014 e tilezas ar Strollad Sokialour hag ec'h emezelas er strollad La République en Marche. Harpañ a reas Emmanuel Macron e-kerzh kabalerezh prezidant 2017[1].

E 2018 ec'h eas da zegemennour La République en Marche[1].

D’ar 16 a viz Here 2018 e voe anvet da sekretour Stad e ministrerezh an Deskadurezh-Stad, an den yaouankañ o tapout hevelep karg[1].

D’ar 6 a viz Gouere 2020 e voe anvet da vouezh aotreet ar gouarnamant[1].

D’an 20 a viz Mae 2022 e voe anvet da vinistr dileuriad ar C’hontoù foran[1].

D’an 20 a viz Gouere 2023 e voe anvet da vinistr an Deskadurezh-Stad[1]. Lañset en deus ur stourm a-enep an harellerezh er skolioù, ar pezh a oa bet graet a-enep dezhañ pa oa krennard[2].

D’an 9 a viz Genver 2024 e voe anvet da gentañ ministr[3] war-lerc'h Élisabeth Borne.

D'an 8 a viz Gwengolo 2024 e ro e zilez evel kentañ ministr, erlec'hiet eo gant Michel Barnier d'ar 5 a viz Gwengolo 2024.

Buhez prevez

kemmañ

En ur c’houblad eo bet gant ar politikour Stéphane Séjourné etre 2017 ha 2022, un EKAG etrezo[4].

Pa oa krennard eo bet harellet abalamour d’e heñvelrevelezh gant e gamarad skolaj Juan Branco[2].

Daveoù

kemmañ