Speredelezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Enebet e vez ar speredelezh (eus al latin spiritus = spered) da materi an Den hag e berzhioù (korf, anien, c'hoantegezh) ha talvezout a ra evit an oberezhioù a denn d'ar spered (komzet e vez eus buhez ar spered). Dont a ra eus ar pleg m'en-deus an Den d'en goulakaat war abeg e vuhezegezh ha war e blas en Hollved. Eus e santimantoù warno eo bet krouet sistemoù prederiañ hag ensavadurioù a bled gant menozioù kevrinel pe relijiel.
Perzhioù
kemmañN'eo ket ket kevatal ar speredelezh d'ar gredenn tamm ebet : er gredenn e vez kaoz eus pennaennoù speredel (dogmoù, doktrin).
Seblantout a ra bezañ ur fed a-gozh ha degas a ra menozhioù boutin en istor an Denelezh.
- Dre al livadurioù kev a gaver war meur a gevandir, ar vein-hir (Stonehenge, Karnag, Enez Valta), piramidennoù Egipt ha Suamerika, an azeuldioù bras-tre (temploù, ilizoù-meur, moskeennoù) e komprener eo prederiet an Den gant menozhioù speredel abaoe deroù ar gevredigezh ha betek bremañ.
- Er speredelezh dre vras e c'heller renkañ un toullad meizadoù evel an doueegezh, an ene, an aelez, ar frankiz ivez. N'eo ket perzh un doktrin bennak, met implijet e vez gant meur a relijion.
An diforc'h gant ar relijion
kemmañN'eo ket memestra ar elijion hag ar speredelezh, rak er relijion e kaver frammoù n'int ket boas pa gomzer eus ar speredelezh. Dre n'eo ket frammet ar speredelezh (er bazenn gentañ d'an nebeutañ) eo diaes skignañ dogmoù. Pa lavarer speredelezh e intenter purvuiañ ez eus meur a hent evit diskoachañ ur wirionez bennaK
Lod a wel ar speredelezh evel ur moien dibar evit tizhout anaoudegezh an Doueegezh pe un Trehontelezh. Hervez ar gevrinourien e c'heller bevañ un darvoud speredel ha neus tu da lakaat gerioù warnañ. Dre ar mont-tre-mañ ne gemerer ket hent ar poell pe hent ar meiz a ginnig tud all evel Jorge-Luis Borges, da skouer.
da vezañ kendalc'het