Hoshea (roue Israel)
Hervez an Tanac'h e voe Hoshea[1] (hebraeg: הושע, "silvidigezh"; latin: Osee) , mab Ela, roue Israel etre 732 KJK ha 724 KJK goude bezañ lazhet Pekah, mab Remalia.
Asantet en doa e vefe e rouantelezh dindan beli Shalmaneser, roue Asiria. Trubardiñ a reas ha ne baeas ket an truaj.
Gouezet e voe gant Shalmaneser a doullbac'has Hoshea. Aloubiñ a reas ar vro. Sezizañ a reas Shomron e-pad tri bloaz.
Setu ar pezh a lenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned :
« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, narenn kement ha rouaned Israel a oa bet en a-raok. Enep dezhañ e pignas Shalmaneser, roue Ashour ; hag e voe Hoshea e sujad hag e paeas dezhañ truaj. Met dizoleiñ a reas roue Ashour e oa Hoshea oc'h irienniñ : kaset en devoa kannaded da So, roue an Ejipt, ha ne zegase ken truaj da roue Ashour, evel bep bloaz. E bakañ a reas roue Ashour, hag e serras anezhañ en ti-bac'h.
Hag ez eas roue Ashour dre ar vro a-bezh, hag e pignas da Shomron, hag e reas seziz warni tri bloaz-pad. Er bloaz nav eus Hoshea, e tapas roue Ashour Shomron, hag e harluas Israel en Ashour : o lakaat a reas da chom e Helah ha war an Havor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media. » (2R 17, 2-6) [2].
721 KJK a voe diwezh rouantelezh Israel eta.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Anvet eo Ose e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 340
- ↑ Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn, pp 186-187