Chapel Santez Anna ar Palud
Delwenn Santez Anna ar Palud
Chapel Santez Anna ar Palud zo ur chapel e Plonevez-Porzhe , e Kerne Izel , tost d'an aod, e bae Douarnenez , ha brudet eo ar pardon a vez eno bep bloaz e dibenn miz Eost. Savet e voe etre 1863 ha 1864.
Chapel Santez Anna ar Palud a oa Sancta-Anna-ad-Paluden e 1518 . Ken na oa deuet an Dispac'h gall e oa stag ouzh abati Landevenneg .
Kantik savet gant Jacques Thomas e 1948 .
Pedenn da Zantez Anna ar Palud[ 1] INTRON SANTEZ ANNA
Diskan
Intron Santez Anna,
Ni ho ped gant joa,[ 2]
Mirit tud an Arvor
War zouar ha war vor.
1
Mamm Zantel a Vari,
Salud a greiz kalon !
Enor ha meuleudi
D'hor Mamm ha d'hon Intron !
8 [ 3]
D'an den yaouañk ro/it
Eun teñzor a furnez,
D'an den koz goulennit
Eur fin vat d'e vuhuez.
2
Biskoaz n'eus bet klevet
Klemm eus ho trugarez ;
Ar Palud benniget
Eo tron ho madelez.
9
Er mor braz kounaret,[ 4]
Bagig ar pesketour
Spontus a vo lonket
Ma ne deuit[ 5] d'he zikour.
3
Dous eo bet d'hon tud koz
Tañva ho karante,
Ha ken dous ho pennoz
A vo d'ho pugale.
10 [ 3]
En tarziou didruez,
Kerzit, tud an Arvor :
Anna, 'vel ar Werc'hez,
Eo steredenn ar mor.
4 [ 6]
Selaouit hor pedenn,
Mamm garet Breiz-Izel
Selaouit hor goulenne
Bemdez en ho chapel !
11
Bezit ive nerzus,
Soudarded Breizh-Izel ;
He dorn holl-c'halloudus
'Vo ganeoc'h er brezel.
5
Truez evit ar vamm
A welit ken aonig ;[ 7]
Dalc'hit, dalc'hit dinamm
Kalon he bugelig.
12 [ 3]
Evidomp holl ar bed
Eo tachenn an emgann ;
A ! n'hon dilezit ket,
Pa 'maomp e-kreiz an tan.
6
Truez evit ar paour,
Dirazoc'h daoulinet !
Truez 'vit ar c'hlañvour :
O honsolit bepred[ 8] .
13
Patronez dous a Vreizh
Diwallit mat ho pro
Kreskit ennomp ar feiz
Hiziv[ 9] , warc'hoazh, atav !
7
Skuilhit er parkeier
Gliz pinvidig an Neñv ;
Skoazell d'al labourer,
Skoazell en an' Doue !
14
O Mamm Santez Anna
Dindan ho tivaskell[ 10]
Pegen kaer eo bevañ,[ 11]
Pegen dous eo mervel !
TON : D'or Mamm Zantez Anna
↑ Hervez poentadur a gaver e doare 1942 (war-bouez ar poz-kan 4)
↑ E doare 1942 : "Ni ho ped holl gant joa"
↑ 3,0 3,1 ha3,2 Doare 1942.
↑ E doare 1942 : "kounnaret"
↑ E doare 1942 : "zeuit"
↑ N'emañ ar gwerzennoù-se e doare 1942.
↑ E doare 1942 : "aonik"
↑ E doare 1942 : "O c'hennerzit bepred."
↑ E doare 1942 : "Hirio"
↑ E doare 1942 : "tiouaskell"
↑ E doare 1942 : "beva"