Mont d’an endalc’had

Ernst Thälmann

Eus Wikipedia
Stumm eus an 3 Gou 2024 da 14:14 gant Dishual (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Ernst Thälmann
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh alaman, Republik Weimar, Trede Reich, Reich alaman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denErnst Thälmann Kemmañ
Anv-bihanErnst Kemmañ
Anv-familhThälmann Kemmañ
MoranvTeddy Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Ebr 1886 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHamburg Kemmañ
Deiziad ar marv18 Eos 1944 Kemmañ
Lec'h ar marvBuchenwald Kemmañ
Doare mervelextra-judicial killing, muntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan, lazhidigezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhZentralfriedhof Friedrichsfelde Kemmañ
PriedRosa Thälmann Kemmañ
BugelIrma Thälmann Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Place of detentionMoabit Prison, Buchenwald Kemmañ
Micherpolitiker, reveulzier, sindikalour Kemmañ
Kargmember of the Reichstag of the Weimar Republic, member of the Hamburg Parliament Kemmañ
Lec'h annezHamburg-Altstadt Kemmañ
Lec'h labourBerlin, Hamburg Kemmañ
Strollad politikelSozialdemokratische Partei Deutschlands, Independent Social Democratic Party of Germany, Strollad Komunour Alamagn Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Skour luImperial German Army Kemmañ
Prizioù resevetIron Cross Kemmañ
Ernst Thälmann e 1932
Delwenn da Ernst Thälmann e Weimar

Ernst Thälmann (16 a viz Ebrel 1886 e Hamburg – drouklazhet d'an 18 a viz Eost 1944 e Buchenwald) a oa ur politikour komunour alaman.

Ernst Thälmann a emezelas e Strollad sokialour Alamagn e 1903. E 1917 ec'h emezelas e Strollad sokial-demokrat dizalc'h Alamagn, met ne zeas ket gant ar spartakisted pa groujont Strollad komunour Alamagn e 1918. E dibenn 1920 e reas evel lod brasañ izili USPD hag ec'h emezelas e KPD. E 1924 e voe lakaet e penn aozadur rannvroel ar strollad en Hamburg ha dilennet er Reichstag [1]. E miz C'hwevrer 1925 e voe lakaet e penn Rotfrontkämpferbund hag e miz Here e voe lakaet e penn KPD. En hevelep bloavezh e voe lakaet da gadoriad Komite Seveniñ ar C'homintern[1]. Mont a reas war ar renk da vezañ dilennet prezidant ar republik e 1925 (1,8 milion a vouezhioù er c'hentañ tro, 1,9 milion en eil tro) hag e miz Meurzh 1932 (tro gentañ: 13,2%, 4,9 milion a vouezhioù, eil tro : 10,2%, 3,7 milion a vouezhioù)[2]. D'an 3 a viz Meurzh 1933 e voe harzet gant izili ar Gestapo ha bac'het. Er bed a-bezh e voe aozet ur stourmadeg gant al luskad enepfaskour evit ma vefe dieubet. Dont a reas Thälmann da vezañ un arouez eus ar stourm alaman enepnazi, hag ivez eus ar stourm komunour. E-pad Brezel Spagn e oa ur batailhon Alamaned eus ar Brigadennoù Etrebroadel anvet Batailhon Thälmann. Ar ganaouenn Die Thalmann Kolonne, bet skrivet gant Karl Ernst, a veze kanet e-pad Brezel Spagn gante[3]; kanet e voe gant Pete Seeger ivez[4]. Goude bezañ chomet 11 vloaz e toull-bac'h stad Bautzen e voe kaset da Gonzentrazionslager Buchenwald d'ar 17 a viz Eost 1944. Diwar urzh Hitler e voe fuzuilhet en deiz war-lerc'h[1], hag e gorf marv a voe roet da chas ar c'hamp. Ar propaganda nazi a glaskas lakaat da grediñ e oa bet lazhet abalamour da vombezadeg ar c'hamp d'ar 24 a viz Eost.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar Brezel e voe roet e anv da monumantoù, straedoù ha skolioù en DDR. Hiziv an deiz e c'haller gwelout c'hoazh lec'hioù evel-se e Berlin, Hamburg hag e Frankfurt an der Oder. E 1966 e voe embannet un timbr a-zivout ar ganaouenn Die Thalmann Kolonne, bet kanet e-pad Brezel Spagn gant Alamaned ar Brigadennoù Etrebroadel.

Ar sonaozour breizhveuriat Cornelius Cardew a savas Thälmann Variations (sonerezh piano), da enoriñ Ernst Thälmann.

E 1955 e voe savet ur film diwar e benn gant Kurt Maetzig. Div lodenn a ya d'ober ar film : Sohn Seiner Klasse ha Führer Seiner Klasse. Gouarnamant DDR eo en doa goulennet gant Maetzig en ober.

E 1972 e Kuba e teuas an enezenn Cayo Blanco del Sur da vezañ Cayo Ernesto Thaelmann da lavaret eo enezenn Ernst Thälmann, ha profet e voe da DDR en eskemm da wirioù war varc'had ar sukr en Europa[5].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974.
  • Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, Bro-C'hall, 2003.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, Bro-C'hall, 2003, pajenn 567
  2. Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974, pajennoù 89 ha 167
  3. Pozioù
  4. Pete Seeger
  5. secretoscuba. 2008

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.