Mont d’an endalc’had

Alc'hwez

Eus Wikipedia
Alc'hwezioù boutin
Alc'hwez ha potailh elektronek
Un alc'hwez a-skin

Un alc'hwez zo ur benveg, e metal peurliesañ, hag a dalv da lakaat ur potailh da vont en-dro. Enlakaet e vez an alc'hwez en ur potailh evit tizhout ul lec'h a venner e chomfe kloz en darn vuiañ eus an amzer, evit abegoù surentez peurliesañ.

En Afrika, Ginea Nevez, India, Iran ha Sina ez eus bet kavet alc'hwezioù ker kozh hag an Patrom:IIvet milved kt JK.
Gant div familh vuzulmat emañ alc'hwezioù iliz ar Bez Santel e Jeruzalem abaoe amzer Ṣalāḥ ad-Dīn, a renas adalek 1174 betek 1193.

Diouzh ar potailh e vez stumm ha ment an alc'hwezioù boutin. Lod eo ront o skej ha lod zo plat.

  1. Lagadenn, da zerc'hel an alc'hwez en dorn pe ouzh gwalenn un doug-alc'hwezioù.
  2. Sich, a liamm al lagadenn ouzh gwalenn an alc'hwez.
  3. Gwalenn, a c'hall bezañ leun pe gleuz, hervez doare ar potailh.
  4. Paleton, da lakaat elfennoù ar potailh da dreiñ evit reiñ digor pe evit klozañ
    Lod paletonoù zo kemplezek-kenañ. En alc'hwezioù plat e talv ar paleton da walenn ivez.

Mekanikel e vez ar potailhoù peurliesañ, met lod zo elektronek : ar re-se a zigorer dre un alc'hwez boutin hag en doare boas, pe dre ur gartenn elektronek a dostaer d'un amred elektronek a zigor un nor.

  • En alc'hwezioù boutin elektronek ez eus ur vemor enni ur c'hod heñvel ouzh hini memor ar potailh : mard anavez ar potailh kod an alc'hwez e c'hall mont en-dro.
  • E memor ur gartenn elektronek, stumm ur gartenn-vank dezhi peurliesañ, e vez lakaet titouroù personel an den m'eo bet fiziet ennañ : anv, karg, an dorioù en deus gwir da zigeriñ ; pa dostaer ar gartenn da amred elektronek ar potailh e vez lennet an titouroù gant un urzhiater — a c'hall bezañ kantadoù a gilometroù pelloc'h — hag a ro aotre da zigeriñ pe get.

N'eus paleton ebet d'an alc'hwezioù a-skin : a-hed o gwalenn ez eus kleuzioù don pe zonoc'h ; diaesoc'h e vez o eiladiñ eget un alc'hwez boutin e baleton dantet.
E lod alc'hwezioù-surentez e stalier mein-touch a dalvez daembreger ar potailhoù gwarellek.

Peurliesañ e vez un alc'hwez evit ur potailh resis — ne c'heller ket digeriñ an nor a-dreñv gant alc'hwez an nor-dal — met lod alc'hwezioù a c'hall embreger an holl botaihoù a zo bet savet hervez an hevelep patrom ; potennoù a vez graet eus an doare alc'hwezioù-se. En ur savadur bras evel ul labouradeg pe ur c'hlañvdi e c'heller kaout ur botenn dre rann hag ur botenn hollek evit an holl rannoù.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Alc'hwez er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.