Anduilh
Neuz
Anduilh zo silzig mogedet, kilhevardon graet gant bouzelloù moc'h. Ur boued hengounel eo e Breizh, Anjev ha Normandi.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv eus ar ger latin poblek inductile, eus ar verb latin inducere lakaat e-barzh, dre ma lakaer kig en ur vouzellenn. Kenorin eo an 'nduja a vez graet e Calabria en Italia hag an androlla graet e Galiza.
Seurtoù anduilh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a seurt zo brudet, anduilh ar Gemene e Breizh ha anduilh Vire e Normandi dreist-holl.
Evit abegoù istorel e voe kaset an anduilherezh da vroioù all : da Galabria gant Anjeviz en XIIIvet kantved (an 'nduja), ha kavet e vez anduilh er geginerezh cajun ivez, e Louiziana, ar pezh n'eo ket souezh rak kalz tud bet divroet da Frañs Nevez a oa eus kornôg Bro-C'hall.