Mont d’an endalc’had

Aozadur Bedel ar C'henwerzh

Eus Wikipedia
Kartenn ar broioù ezel eus ABK

Krouet eo bet Aozadur Bedel ar C'henwerzh (ABK; saozneg: World Trade Organization, WTO; galleg: Organisation mondiale du commerce OMC; spagnoleg: Organización Mundial del Comercio, OMC) d'ar 1 a viz Genver 1995.
Ar sez a zo e Geneva e bro Suis.
Ar yezhoù ofisiel eo ar saozneg, ar galleg hag ar c'hastilhaneg.
Ur budged a 180 milion a lurioù suis a oa e 2008 (163 milion USD).
153 stad a zo ezel eus an aozadur.
Ar rener meur a oa ar Gall Pascal Lamy etre 2005 ha 2013, ar Brazilian Roberto Azevêdo etre 2013 ha 2020 hag an Nigerianez Ngozi Okonjo-Iweala abaoe 2021.

Aozadur bedel ar c'henwerzh a zo un aozadur etrevroadel a zo e karg lakaat ar reolennoù evit ar c'henwerzh etrevroadel etre ar stadoù. E-kreiz an aozadur ez eus Emglevioù ABK, kevretaet ha sinet gant al lodenn vrasañ eus ar galloudoù kenwerzhel er bed. Ar pal a zo sikour ar broduerien marc'hadourezh ha servijoù, an ezporzhierien hag an emporzherien da gas o labour da benn, dre skarzhañ ar skoilhoù d'an eskemm-dieub.

Ar c'helc'hiad a vez kevraouet gant ABK abaoe 2001 eo Kelc'hiad Doha.

Zoken ma n'eo ket ABK ul lodenn eus ABU ez eus darempredoù strizh etrezo.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]