Mont d’an endalc’had

Ar Merzher-Salaun

Eus Wikipedia

Ar Merzher-Salaun
Kloz-iliz ar Merzher.
Kloz-iliz ar Merzher.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) La Martyre
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Plouziri (betek 2015)
Pont-ar-Veuzenn (abaoe 2015)
Kod kumun 29144
Kod post 29800
Maer
Amzer gefridi
Chantel Soudon
2014-2026
Etrekumuniezh KK Bro Landerne-Daoulaz
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 757 ann. (2020)[1]
Stankter 42 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 27′ Norzh
4° 10′ Kornôg
/ 48.45, -4.17
Uhelderioù bihanañ 49 m — brasañ 191 m
Gorread 18,01 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ar Merzher-Salaun

Ar Merzher-Salaun a zo ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D’ar 4 a viz Mae 2016 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 18 a viz Mae 2018 e oa bet roet al label a live 1 d'ar gumun.

Ar barrez a zo un drev gozh eus parrez Plouziri. Gouestlet e oa iliz an drev d'an Itron-Varia (ecclesiae Beatae Mariae du Merzer e 1363, Itron-Varia ar Merzher e 1428)[3].

Hervez ar vojenn e teu an anv eus un darvoud a vefe c'hoarvezet enni d'ar 25 a viz Mezheven 874: drouklazh ar roue Salaun en doa soñjet kaout repu en iliz (« Salaun a glaskas repu en iliz ur manati ma oa kemeret hag handeet gant ur gouezder bras-meurbet. Tennet e oa e zaoulagad gant kement a feulster ma varvas e-doug an noz »[4]). Lakaet e vije bet an anv ar Merzher d'an iliz e koun an darvoud-se abalamour ma oa bet disakret gant ar muntr-se[5]. Tremen a reas hec'h anv d'ar vourc'h. Lakaet e voe ar roue da sant e 910 abalamour d'e verzherinti ha d'e vertuzioù (Emañ Sant Salaun e roll merzherien an Iliz katolik war lec'hienn ar Vatikan[6]). Koulskoude n'eo ket asur e c'hoarvezas an darvoud-se eno. Un hengoun all a zisklêr e tegouezhas ar muntr e Plelann (Aodoù-an-Arvor)[7]. Ur vojenn all a zo e-lec'h ma'z eus anv eus ur Salaün koshoc'h, a sav da zeroù ar Vet kantved, deuet da vare enbroadeg ar Vrezhoned, hag a zo kontet gant Alan Bouchard er XVIvet kantved, ha Pol de Courcy hag ar chaloni Perennes d'e heul (Bulletin Diocésain 1933). Hervezi e vije bet un emgann gwadek en "Is-gwad", hag ar gwad o redek betek milin ar Gêrnevez er Roc'h. Kant metrad diouzh atant Isgoat emañ "Koad ar c'hastell douar", a zo ur Castellum a sav da amzer ar Romaned. Alan J. Raude e levr Fons de Kort (1985) a lavar ez eo gwirheñvel e vije en em staliet e Castra ar Romaned (liester Castellum) ar vrientined vrezhon, a oa soudarded ha c'hoazh keodedourion roman er Vet kantved daoust ma oa kouezhet en he foull an impalaeriezh roman er pleustr. A-hed an hentoù roman bras a gaver er barrez ez eus meur a "Gastell", a zo holl Kestell-douar, kreñvlec'hioù bihan, war dro un hanterlev pe ul lev tro-dro d'ar c'hamp roman a oa e reter ar bourk, e kroashent daou hent meur: - hent Landerne-Karaez dre gCreac'h-ar-Bleiz Gwimilio; - hent Douarnenez-Aber-Ac'h dre gKernilien. Ur c'hilometr e kreisteiz ar bourk e tremen hent bras Landerne-Karaez a zo well-wazh hini an hent bras a vremañ nemet Bot-Kaërell-Isgoad-Ar C'heff. A-hed an hent-se e oa lec'hioù-ged eta: unan en Isgoat, unan all e Rosquervel (a c'hell bezañ Rozkervael, Roz + Caer + Magglos=Mael=priñs) en em gav en ur c'hroashent gant un hent disteroc'h a yae a Landi da Zaoulaz hag a dremen dre Drelevenez: Rozkervel-Koad-uhel-Bellevue(anv kozh "Kroaz-hent-Daoulaz") ha goude-se pezh a anved "an Hent glas" a zo un hent-kribenn betek ar Groaz Ruz (harzoù Leon-Kerne) ; Muioc'h er reter war an hent roman-se e kaved roudoù ur C'hreñvlec'h e Kermen (Plouziri) hervez Fons de Kort. E Ti-kroaz e kej an hent Douarnenez-Kernilien gant an hent Landerne-Karaez. Pa ziskenner war-zu ar c'hreisteiz war hent Douarnenez e c'heller gwelout c'hoazh roudoù ur c'hastellum e Lileyvon (anv kefridiel e plas "Enez-eozen" hervez kouer "ar c'hastell"[8]. Izeloc'h e kaver c'hoazh ur c'hastellum kalz brasoc'h a-zehoù d'an hentig pa saver war-zu Brec'hoad (park bihan gant kleuzioù tev ha kromm). An holl greñvlec'hioù-se a oa aze da ziwall an hentoù a-bouez-se.

  • Mervel a reas 35 gwaz ag ar gumun, da lâret eo 4,59% ag he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[10].

Monumantoù istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer tri monumant istorel e kumun ar Merzher-Salaun:

Ar garnel
  • Ar garnel.
  • Iliz katolik Sant Salaun.
  • ar Porzh-bered.

Monumantoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[12].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. Bernard Tanguy, Dictionnaire des noms de communes, paroisses et trèves du Finistère, Douarnenez, 1990
  4. Alban Butler, Jean François Godescar, Vies des pères, martyrs et des autres principaux saints, Volume 4, Lyon, F.Guyot, 1844
  5. Dom. F. Plaine, Saint Salomon, roi de Bretagne et martyr, 25 juin 874, éditeur Lafolye, Vannes
  6. http://nominis.cef.fr/contenus/saint/10021/Saint-Salomon.html
  7. M. de Mauny, Le pays de Léon. Bro Leon, Mayenne, 1993
  8. dastumet gant T. Gwilhmod e miz eost 2012
  9. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 46
  10. Memorial Genweb
  11. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  12. Memorial Genweb