Mont d’an endalc’had

Arallrevreolegezh

Eus Wikipedia
Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


An Arallrevreolegezh pe (heteronormativelezh) a zo un termen implijet gant ar studioù queer dreist-holl evit ober dave d’an doare ma vez lakaet an arallrevelezh da vezañ ar revelezh denel dereat pe reizh nemeti en ur gevredigezh bennak, da lâret eo e vez lakaet an arallrevelezh da vezañ reolad (pe norm) emdalc’h ur gevredigezh resis.

Krouet e oa bet an termen gant Michael Warner e 1991 implijet gantañ er pennad bet savet gantañ "Introduction: Fear of a Queer Planet", unan eus levrioù pennañ kentañ diwar-benn an deorienn queer, savet diwar ar meizad "Arallrevelezh dre ret ha bezañ lesbianel bet krouet en e raok gant Adrienne Rich.

Implijet eo bet ar meziad-mañ evit dielfennañ ha klask kompren reoladoù hengounel a-denn d'ar reizh, d'ar stadoù-den revel ha d'ar revelezh er gevredigezh.

Diazezet eo an arallrevreoladouriezh war un nebeud kredennoù pennañ, da skouer :

  • renket e c'hell bezañ pep den e doau rumm: goured ha maouezed;
  • reizh eo an darempredoù etre tud eus rummoù disheñvel nemetken (reolad an arallrevelezh);
  • gant pep rumm e klot perzhioù disheñvel er gevredigezh

Diazezet e vez an arallrevreoladouriezh war ar fed m'emañ ret koublad tud eus pep rumm evit gouennañ ha diwar-se e vez duisrannet rol pep hini er gevredigezh dre vras hervez o rev (liammet war-eeun eus ar reizh) hag o lakaat doareoù revelezh disheñvel diouzh an arallrevelezh da vezañ "enep-naturel" pe "amrevreoladel", en o zouez tud heñvelrevel, divrevel ha treuzrevel.

Liammet e vez strihk an arallrevreoladouriezh neuze ouzh ar batriarkelezh dre ma vez kreñvaet rol hengounel ar baotred er gevredigezh drezi.

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.