Aurelius Victor
Sextus Aurelius Victor (war-dro 327 - war-dro 390) a oa ur politikour hag istorour roman a orin eus Proviñs Africa. Gouarnour e voe e Pannonia en amzer Juluan ha dont a reas prefed kêr Roma en 389.
Sevel a reas un Historia Romana, e peder levrenn, adalek amzer Augustus betek hini Julian (360), embannet war-dro 361. Gant Julian (360-363) e voe anvet da brefed Pannonia Secunda. Marteze e oa an den a voe konsul en 369, war un dro gant Valentinianus Galates (mab Valentinian I ?), ha praefectus Urbi (prefed kêr Roma) e 389[1].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar levr a zo bet lakaet war e gont:
- Origo gentis Romanae,
- Liber de viris illustribus
- De Vita et Moribus Imperatorum Romanorum excerpta ex Libris Sex. Aur. Victoris
- Liber de Caesaribus. N'eus nemet hennezh a zo diwar e zorn e gwirionez. Dizanv eo ar re all. Un heuliad buhezioù impalaerien eo, adalek Aogust betek Constantius II, savet e 360, awenet gant doare Sallustus, Tacitus, ha Suetonius. Dre ma ne oa ket eus metoù an arme n'en deus ket aon rak barn an arme hag an dud tremenet drezi.
Kendalc'het e voe e labour gant un den dizanv a skrivas Epitome de caesaribus war-lerc'h 395 .
Kentañ ma voe embannet ar pevar levr a voe graet gant Andreas Schottus (8 levrenn, Antwerpen, 1579).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aurélius Victor, Livre des Césars, traduction et commentaires par P.DUFRAIGNE, Paris, Les Belles Lettres, 1975
- André Blanc. L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers. Belles Lettres. Paris. 1986.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Liber de Caesaribus (Latin)
- Epitome de Caesaribus (Latin)
- Epitome de Caesaribus (troet e saozneg)
- ↑ Ammianus Marcellinus, xxi.10.