Avel
An avel zo un anv a roer d'an aer pa vez o fiñval.
Ar pevar avel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kustum e vezer da gomz eus ar pevar avel e brezhoneg, da lavarout eo ar pevar roud avel (eus pelec'h e teuont), evit ober anv eus an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar c'huzh-heol hag ar sav-heol. E gwirionez ez eus muioc'h a roudoù-avel, un droienn implijet da lavarout eus pelec'h e teu an avel (eus pelec'h emañ toull an avel a vez lavaret ivez) ar peurliesañ en ul lec'h bennak.
Hervez ar broioù ez eus muioc'h pe nebeutoc'h a roudoù avel, hag anvioù lec'hel d'an holl avelioù-se.
An Avelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E mojennoù Hellaz e veze anv eus an Anemoi.
Pevar avel all a oa gant tud Aten, o doa savet un templ eizhkornek ma oa lakaet e pep korn skeudenn an eizh avel.
E mojennoù Roma e veze anv eus ar Ventus Venti, an Avelioù.
Pevar avel boutin a oa :
- Septentrio pe Aquilo, avel an hanternoz, pe avel-sterenn ;
- Auster, avel ar c’hreisteiz ;
- Favonius, avel ar c’hornôg ;
- Volturnus, avel ar mervent.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Watson, Lyall. Heaven's Breath – A Natural History of the Wind. New York : New York Review Books Classics, 2019(ISBN 978-1-68137-369-0)
- (fr) Le Quellec, Jean-Loïc. Par vents et par mots. Igé : Éditions de l'Étrave, 2003 (ISBN 978-2-909599-53-3)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Anvioù an avelioù er bed
- (fr) Anvioù an avelioù