Barbuda
Neuz
Barbuda zo un enezenn vihan er Mor Karib, hag unan eus inizi Antigua-ha-Barbuda, en hanternoz da Antigua, e-kreiz an Antilhez Bihanañ. Er c'hreisteiz dezhi emañ Enez Montserrat ha Gwadloup, hag en hanternoz Nevis, Saint Kitts, Saint-Barthélemy, hag Enez Sant-Martin. Emañ an darn vrasañ eus ar 1 500 a dud o chom e Codrington (1 100 a dud). Un aerborzh zo e Codrington.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Siboney eo a voe kentañ annezidi Barbuda en -2400. An Arawaked hag an Indianed karib a dude an enezenn pa zegouezhas Kristol Goulm e 1493. Goude-se e teuas ar Spagnoled, ar C'hallaoued, hag ar Saozon adal 1667.
| |||
Parrezioù Enez Antigua :
Saint-George |
Saint-John |
Saint-Mary |
Saint-Paul |
Saint-Peter |
Saint-Philip
|