Mont d’an endalc’had

Bundesrat

Eus Wikipedia
Logo ar Bundesrat
Kambr aotrouien Prusia e Berlin. Enni emañ sez ar Bundesrat

Ar Bundesrat pe Kuzul kevreadel eo ar c'huzul ma vez bodet kannaded eus ar 16 Länder (Bundesländer) a ya d'ober Alamagn. E Kambr aotrouien Prusia e Berlin emañ sez ar Bundesrat. Peter Müller, hag eñ Ministr-prezidant Saarland eo a zo prezidant ar Bundesrat er mare-mañ. Bep bloaz d'ar 1añ a viz Du e vez cheñchet prezidant ar Bundesrat, diwar poblañs al Länder eo e vez dibabet. Hag e kêrbenn al Land dibabet e vez aozet ar gouel broadel a vez d'an 3 a viz Here. Erlec'hier prezidant Alamagn eo prezidant ar Bundesrat. Pa vez votet er Bundesrat e vez votet dre vloc'hadoù en anv al Land. En degouezhioù ma c'hall izili ar Bundesrat kaout gwir da embann o veto e talvez chom hep votiñ kement ha votiñ a-enep. =

En holl ez eus 69 mouezh er Bundesrat : al Länder enno 7 milion a annezidi o deus 6 mouezh, ar re enno etre 6 ha 7 milion a annezidi o deus 5 mouezh, ar re enno etre 2 ha 6 milion hag ar re enno nebeutoc'h evit 2 vilion a annezidi o deus 3 mouezh. a annezidi o deus 4 mouezh. =

Izili ar Bundesrat bodet

Gouarnamant ar c'hevread ar rank kinnig kement danvez-lezenn a zo d'ar Bundesrat a-raok ma vefe kinniget da izili ar Bundestag. Ma vez kinniget un danvez-lezenn enni galloudoù nevez d'al Länder hag a denn d'al lezenn-diazez e rank an danez-lezenn-se bezañ degemeret er Bundesrat (lezennoù asantiñ - Zustimmungsgesetze). E 1949 e oa 10% eus al lezennoù a dremene er Bundesrat, padal e oa 60% anezho e 1993, peogwir ez eus muioc'h-mui a lezennoù a dalvez en Alamagn a-bezh hag a denn ivez da c'halloudoù al Länder. Izili ar Bundesrat o deus gwir d'ar veto evit a sell ouzh an holl lezennoù-se, hag ivez gwir d'ar veto evit a sell ouzh kement lezenn all a zo (lezenn-klemm - Einspruchsgesetz). Da skouer e rank bezañ degemeret er Bundesrat kement lezenn a denn d'an tailhoù rannet etre ar c'hevread hag al Länder. Ar veto digargañ a c'hall bezañ nac'het gant dileuridi ar Bundestag, mete dav eo e vefe tizhet 2 drederenn eus dileuridi ar Bundestag evit hen ober. Ar galloud veto a vez splann pa vez disheñvel ar muianiver er Bundesrat diouzh hini ar Bundestag, ha meur a wech eo c'hoarvezet. Neuze e c'hall an traoù bezañ stanket, peogwir ne c'hall ket ar Bundesrat bezañ divodet.


Dileuridi dre Land
Land Poblañs Mouezhioù Kenunaniezh
Wappen Baden-Württemberg Baden-Württemberg 10.736.000   6   █ █ █ █ █ █ 03CDU ha FDP
Wappen Bayern Bavaria 12.469.000   6   █ █ █ █ █ █ 04CSU ha FDP
Wappen Berlin Berlin 3.395.000   4   █ █ █ █ 13SPD ha Die Linke
Wappen Brandenburg Brandenburg 2.559.000   4   █ █ █ █ 07SPD ha CDU
Wappen Bremen Bremen 663.000   3   █ █ █ 11SPD ha Die Grünen
Wappen Hamburg Hamburg 1.744.000   3   █ █ █ 05CDU ha Die Grünen
Wappen Hessen Hessen 6.092.000   5   █ █ █ █ █ 03CDU ha FDP
Wappen Mecklenburg-Vorpommern Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg 1.707.000   3   █ █ █ 07SPD ha CDU
Wappen Niedersachsen Saks-Izel 7.994.000   6   █ █ █ █ █ █ 03CDU ha FDP
Wappen Nordrhein-Westfalen Nordrhein-Westfalen 18.058.000   6   █ █ █ █ █ █ 03CDU ha FDP
Wappen Rheinland-Pfalz Rheinland-Pfalz 4.059.000   4   █ █ █ █ 08SPD
Wappen Saarland Saarland 1.050.000   3   █ █ █ 05CDU
Wappen Sachsen Saks 4.274.000   4   █ █ █ █ 03CDU ha FDP
Wappen Sachsen-Anhalt Saks-Anhalt 2.470.000   4   █ █ █ █ 06CDU ha SPD
Wappen Schleswig-Holstein Schleswig-Holstein 2.833.000   4   █ █ █ █ 06CDU ha SPD
Wappen Thüringen Thüringen 2.335.000   4   █ █ █ █ 05CDU
En holl 82.438.000 69

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.