Mont d’an endalc’had

C'hilon Sparta

Eus Wikipedia
C'hilon Sparta

C'hilon pe C'heilon Sparta (en henc'hresianeg: Χίλων c'hilon, pe Χείλων c'heilon) a oa ur c'heodedad eus Sparta a vevas er VIvet kantved kt JK. Sellet e vez outañ evel unan eus ar seizh fur raksokratek hag un den-Stad a-bouez en e geoded.

Ur prederour e oa a savas da skouer ar frazenn vrudet « En em anavez da-unan » engravet war talbenn templ Orakl Delfi.

Herodotos[1] a lavar e oa o vevañ da vare Hippokrates, tad an tirant Peisistratos, ha disklêriañ a ra Diogenes Laertios e oa un den kozh da vare ar 52vet Olimpiadenn (572 kent J.-K.), hag e oa dilennet efor e Sparta da vare ar 56vet Olimpiadenn (556/5 kent J.-K.). Alkidamas a skrive e oa ezel eus bodadeg Sparta[2]. Diogenes Laertios a lavar zoken e voe C'hilon ar c'hentañ da zegas ar boaz da lakaat efored da vezañ kuzulierien ar rouaned er geoded[3].

War a lavarer en dije sikouret C'hilon da ziskar an tiranterezh e Sikyon, ur geoded a zeuas da vezañ ur c'hevredad eus Sparta da c'houde. Lakaat a reer ivez war e gont ar cheñchamant politikerezh eus Sparta a voe heuliet gant diorroadur Kevre ar Peloponnesos er VIvet kantved kt JK[4].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Herodotos, I. 59
  2. Alkidamas ap. Aristoteles, Rhet. II. 23. 11
  3. Diogenes Laertios, I. 68-73
  4. Hammond, N.G.L. & Scullard, H.H. (Eds.) (1970). The Oxford Classical Dictionary (p.229). Oxford: Oxford University Press. ISBN 0-19-869117-3.