Mont d’an endalc’had

Distrig Kreiz (Israel)

Eus Wikipedia

An Distrig Kreiz (hebraeg : מחוז המרכז, Meḥoz haMerkaz; arabeg : منطقة الوسط) a zo unan eus ar c'hwec'h distrig a zo en Israel. Ramla eo kêrbenn an distrig, m'emañ lodenn vrasañ plaenenn Sharon. Rannet eo an distrig e pevar isdistrig : Petah Tikva, Ramla, Sharon ha Rehovot. Rishon LeZion eo kêr vrasañ an distrig, 1 735 500 annezad a oa enni e 2008. Diwar sifroù Burev Kreiz Stadegoù Israel ez eus en distrig : 88% a yuzevien, 8.2% a arabed, 4% anezho dirumm, dreist-holl divroidi yuzev eus URSS[1].

Isrannvroioù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêrioù Kuzlioù lec'hel Kuzulioù rannvro

Kumunioù bet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kumunioù bet
  • Kadima (kendeuzet gant Tzoran; deuet da vezañ Tzoran-Kadima)
  • Maccabim-Re'ut (kendeuzet gant Modi'in; deuet da vezañ Modi'in-Maccabim-Re'ut)
  • Modi'in (kendeuzet gant Maccabim-Re'ut; deuet da vezañ Modi'in-Maccabim-Re'ut)
  • Neve Monosson (kendeuzet gant Yehud, lakaet da garter emren e Yehud-Monosson)
  • Tzoran (kendeuzet gant Kadima; deuet da vezañ Tzoran-Kadima)
  • Yehud (kendeuzet gant Neve Monosson; deuet da vezañ Yehud-Monosson)

En aerborzh Ben Gourion hag en distrig kreiz emañ burevioù pennañ El Al[3].

  1. http://www1.cbs.gov.il/shnaton59/st02_08.pdf Localities and Population, by Population Group, District, Sub-District and Natural Region, Statistical Abstract of Israel, 2008, Israel Central Bureau of Statistics
  2. Kuzul lec'hel Pardesiya (Israel)
  3. Orme, William A. Jr. "El Al at a Turning Point; A Mirror of Israel's Divisions Prepares to Go 49% Public." The New York Times. 5 a viz Meurzh 1999. C1, New York Edition. 1