Mont d’an endalc’had

Dulle Griet (kanol)

Eus Wikipedia
Dulle Griet war ziskouez e Gent

Dulle Griet (diwar anv ar goueriadez flandrezat Dulle Griet) a zo ur c'hanol houarn bras a zo e Gent, e Belgia. 4,98 m eo hirder ar c'hanol, ha 16,4 tonenn e bouez. En hanterenn gentañ ar 15vet kantved e voe savet[1] E 1452 e voe implijet pa voe taget Oudenaarde gant arme tud Gent. Pa yae kuit tud Gent e voe tapet gant difennerien Oudenaarde, hag e 1578 e voe adkaset da C'hent[2].Hiziv an deiz emañ war ziskouez e plasenn Marc'had ar Gwener e kêr gozh Gent. Abaoe 1943 ez eo bet lakaet da vunomant gwarezet.

Kanolioù eus ar 15vet kantved, estreget Dulle Griet, a zo en Izelvroioù hag a veze implijet pa veze taget kêrioù dreist-holl. Anaout a reer anvioù Pumhart von Steyr, Mons Meg, Faule Mette, Faule Grete ha Grose Bochse.

N'int ket ken brudet, a dra sur, hag ar Mell Bertha ("Dicke Bertha" en alamaneg), ar c'hanol alaman er Brezel-bed kentañ, met n'o deus ket lazhet kement a dud ivez.

  1. Volker Schmidtchen : Riesengeschütze des 15. Jahrhunderts. Technische Höchstleistungen ihrer Zeit, Technikgeschichte, p.153–173 (164–166), 44, niv. 2, 1977
  2. Schmidtchen, 1977, p.166
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.