Mont d’an endalc’had

Eburones

Eus Wikipedia
Pobloù Gallia Belgica
Delwenn Ambiorix, pennbrezelou an Eburoned, e Tongeren.

An Eburones[1], pe Eburoned[2] a oa ur bobl a oa o vevañ e Gallia Belgica. Hervez Julius Caesar e oant o vevañ etre ar stêrioù Roen ha Meuse, er gevred da zouaroù ar Venaped, er pezh zo deuet da vezañ Limbourg. Trec'het e voent gant Caesar e-pad Brezel Galia. Ha diwezhatoc'h e teuas ar vro annezet ganto da vezañ ul lodenn eus proviñs roman Germania Inferior.

E 54 kent JK e voe taget an armeoù roman gant an Eburones, renet gant Ambiorix ha Catuvolcos, ha skoazellet gant an Nervii. Miliadoù a Romaned a voe lazhet en argad[3]. O c'holl brasañ e voe e-pad Brezel Galia. Er bloavezh war-lerc'h e voe taget an Eburones gant Caesar ; lazhet e voe Catuvolcos met dont a reas Ambiorix a-benn da dec'hout.

N'eo ket sklaer daoust hag ur bobl geltiek pe ur bobl c'hermanek e oa an Eburones. Daoust ma oant o vevañ e Gallia Belgica, e veze graet anezho gant Caesar Germani cisrhenani ("Germaned en tu-mañ d'ar Roen"), da lavaret eo Germaned a oa o vevañ er c'hornôg d'ar Roen[4]. Koulskoude ez eus meur a abeg da soñjal e oant Kelted :

  • anvioù o rouaned, evel Ambiorix ha Catuvolcos, zo anvioù keltiek[5].
  • anv ar bobl hec'h-unan zo bet displeget gant ar wrizienn geltiek *eburo- a dalvez kement ha (gwez-)ivin hag a adkaver er ger brezhonek evor pe en anvioù-lec'h evel Eburacium (York)[6].

Keltiek e vefe o anv, duet diwar *eburo- « ivin » pe « hoc'h-gouez». Tostaet e vez ivez ouzh ar ger ibar, a zo ivin en iwerzhoneg, ouzh ar gerioù brezhonek evor hag efwr, e kembraeg. A-hervez e c'hounezent gwez-ivin d'ober gwaregoù ha saezhoù, ha gwelloc'h e oa o re eget re all Galia.

Anavezet eo an anv eburo el lec'hanvioù Yverdon, Embrun, Ivry, Ivrey, Évry, Ivry-la-Bataille, Eure, Evreux, Eburacum (York) ...

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  1. Eburones e latin ; Ἐβούρωνες en henc'hresianeg, hervez skridoù Strabon
  2. Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 344, p. 429
  3. Commentarii de Bello Gallico, levrenn V, 26-37.
  4. Caesar, De Bello Gallico, levrenn II, 4.10 ; levrenn VI 32.1
  5. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 289, p. 302
  6. Lauran Toorians, Keltisch en Germaans in de Nederlanden. Taal in Nederland en België gedurende de Late IJzertijd en de Romeinse periode. Mémoires de la Société Belge d'Études Celtiques 13. Brussel, 2000.