Eleonora Breizh (1185-1241)
- Ur bajenn disheñvelout Eleonora Breizh zo ivez.
Eleonora Breizh (1185-1241), lesanvet the Fair Maid of Brittany, pe the Damsel of Brittany pe the Pearl of Brittany, e saozneg, ha la Brette[1] e galleg, a oa ur briñsez vreizhat, eus an Tiegezh Plantagenêt, kontez Richmond, ha brudet he c'hened.
He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h henañ Jafrez II (dug Breizh) (1158-1186) hag e bried Konstanza (war-dro 1161-1201) e oa. He zad a oa mab da Henri II, roue Bro-Saoz, ha da Eleanora Akitania, ha breur da Richarzh Kalon-Leon ha da Yann Dizouar. He mamm a oa merc'h da Konan IV, dug Breizh, ha d'e bried Marc'harid Bro-Skos, merc'h da roue Bro-Skos. N'he doa nemet ur breur, Arzhur, ganet daou viz goude marv o zad.
Pennhêrez e oa, ha dezhi, hervez he gwir, Bro-Saoz, Anjev, Akitania, abaoe 1203. Gant-se e oa un dañjer da gurunenn Yann Bac'het e voe e-pad 39 bloaz, adalek he 17 vloaz e 1202 betek he marv e 1241, gant hec'h eontr Yann Dizouar da gentañ, ha gant he c'henderv Henri III goude, difennet outi dimeziñ evit ma ne vije hêr ebet.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eleanor a oa ur veleganez he daoulagad glas hag a denne d'he zad kenañ,[2],[3]. Mervel a reas he zad pane oa nemet daou vloaz. Savet e voe gant he mamm-gozh Eleanora Akitania hag hec'h eontr Richarzh Kalon-Leon.[4] Abalamour ma oa dindan evezh an Tiegezh Plantagenêt ne oa ket troet he mamm Konstanza, dugez Breizh goude marv he fried, da leiskel an dugelezh ganti[5].
He breur Arzhur an hini a oa pennhêr kurunenn Bro-Saoz, ha se zo kaoz e oa klask war-lerc'h ar briñsez da zimeziñ[2].
E 1190 e c'hwitas Richard war e daol da zimeziñ e c'hoar yaouankañ Joan da Saphadin, breur da Saracen leader Saladin, ha neuze e kinnigas Eleanor evel danvez-pried en he lec'h, met tro wenn a reas adarre, rak ne oa ket troet Saphadin da ggaout ur pried kristen.[6],[7] E 1193,e voe prometet da Frederick mab da Leopold V, Dug Aostria, ha kement-se a oa lod eus divizoù ar marc'had da zigraouiañ Richard a oa prisoniad gant an Impalaer. Met pa oa en hent da Aostria gant Baldwin of Bethune e varvas an dug, ha ne voe eured ebet,[4] ha distreiñ a reas d'ar gêr war urzh ar pab, e kompagnunezh he mamm-gozh, ar rouanez Eleanor.[2][7]
En hañvezh 1195 e voe kaoz d'he dimeziñ da Loeiz, mab d'azr roue gall Fulup an Aogust
Prizoniet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Yann Dizouar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrapet e voe Eleonora Breizh gant hec'h eontr Yann. N'ouzer nag ar penaoz nag ar pelec'h nag ar pegoulz[8]. Embann a reas Yann bout tutor dezhi. Prizoniadez e chomo a-hed he buhez. Ar roue Richarzh a varvas en 1199. He mamm, an dugez Konstañs, a varvas en 1201. Arzhur, prizoniet gant Yann ivez, a voe lazhet sur a-walc'h war e urzh en miz Ebrel 1203[9]. N'eo nemet pemp bloaz goude e voe gouvezet e varv.
D'ar 6 a viz Kerzu 1203 e tec'has Yann eus Normandi hag e tilestras e Bro-Saoz gant e brizoniadez. En nevez-amzer 1204 e c'houlennas ar roue gall, Fulup II an Aogust, ma vije dieubet Eleonora Breizh. En 1208 e reas eskibien Breizh kemend-all. N'eo nemet e 1208 e voe anavezet marv Arzhur. Rankout a reas Eleonora embann e fizie he gwirioù war Breizh ha war kontelezh Richmond da Yann.
En 1214 e oa prizoniet Eleonora Breizh e Bro-C'hall, ma edo Yann o vrezeliñ, eus C'hwevrer da C'houhere, ken na voe trec'het en emgann La Roche-aux-Moines); neuze e tistroas da Vro-Saoz.
Gant Herri III
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas Yann Dizouar en 1216, e renas Herri III war e lerc'h. Ha prizionadez e chomas Eleonora Breizh c'hoazh, e-pad 25 bloaz c'hoazh, mont a oa bet trec'het da vat evel ur prenestr. Gouzout a reer e voe bac'het e Gloucester, Marlborough ha Bristol, ma varvas d'an 10 a viz Eost 1241. Beziet e voe e kouent Ambresburg[10] (Amesbury).
En 1268, Henri III a oaret Ambresburg evit goulennet Arzhur ha Eleanora gant regennoù ha damenennoù.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas en leanez e 1241 e kastell Bristol, da 57 vloaz.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ar Vreizhadez. Dom Lobineau, Histoire de Bretagne, I, p. 171, CLIX.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 THE MAGNIFICENT CENTURY THE PAGEANT OF ENGLAND, p.4~7
- ↑ Wings, Literary Guild of America
- ↑ 4,0 ha4,1 Plantagenet ancestry: a study in colonial and medieval families, by Douglas Richardson and Kimball G. Everingham, p.6
- ↑ DUCHESSES AND DEVILS: THE BRETON SUCCESSION CRISIS (1148–1189), Melissa Pollock
- ↑ A Bit of History WebSite
- ↑ 7,0 ha7,1 The Angevin Empire
- ↑ J. Balteau (dir.), M. Barroux et M. Prévost, Dictionnaire de biographie française, II
- ↑ Yann Brekilien, op. cit., p. 138. On n'est sûr de rien : ni de la date, ni du lieu, ni des circonstances, ni de l'implication de Jean.
- ↑ J. Balteau (rener), M. Barroux ha M. Prévost, op. cit., p. 7. Diazezet en 1177 da gemer lec'h ur manati beneadat, hennezh a oa ur manati evit paotred ha merc'hed, hervez skouer Abati Fontevraud, hag a oa nepell diouzh Stonehenge. Un Eleonora Breizh all a voe leanez eno, eus 1281 betek 1290. Distrujet e vo ar gouent en 1540.