Mont d’an endalc’had

Emveradur

Eus Wikipedia

Ster rik emveradur a zo en em verañ e-unan. Ar ster politikel a zo distrujerezh pep diferañs etre ar renerien hag an dud renet ha dreist-holl ar fed m’emañ posupl d’an den d’en em aozañ a-stroll. En istor, an doare d'en em aozañ-mañ a zo bet lakaet e pleustr dreist-holl gant an anarkourien.

Evit dont a-benn lakaat e plas an emveradur eo ret nac’hañ divizout ha soñjal e plas ar re all, ha kentoc’h pouezañ war pezh a fell d’an dud ober evito o-unan. Evit-se eo distrujet ar renk etre an dud ha plaen emañ an darempredoù kenetrezo pa n’eus ket ken a rener. Klask ar c'henemglev a zo an doare da zivizout. N’eo ket direolenn an emveradur, met pep reolenn a zo divizet gant an holl, betek tizhout ur c'henemglev, evit mat an holl.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ([1]) Tous les chefs ont tort !
  • ([2]) Diviz war an divizoù.