Mont d’an endalc’had

Eukumeniezh

Eus Wikipedia
Eukumeniezh
Iskevrennad euscooperation, interconfessionalism, religion or world view Kemmañ
Rann euskristeniezh Kemmañ
Arvezecumenical movement Kemmañ
Den heverkPatriarch Germanus V of Constantinople, Willem Visser 't Hooft, Yves Congar, Nathan Söderblom, John Mott Kemmañ
Studiet gantecu­men­ics Kemmañ
Pleustret gantecumenist Kemmañ

Eukumeniezh zo ur ger d'ober anv eus strivoù ar Gristenien eus Ilizoù hag hengounioù disheñvel da anavezout gwelloc'h an eil re hag ar re all, da ziorren darempredoù gwelloc'h, ha da vont war-zu un unaniezh bennak en Iliz kristen, evel ma voe e penn kentañ istor ar Gristeniezh.

Dont a ra ar ger eus ar gresianeg οἰκουμένη (oikoumene) a dalvez "ar bed poblet a-bezh" hag e veze implijet en Henamzer ziwezhañ diwar-benn an Impalaeriezh roman. Dindan ar mennozh-se emañ neuze klask kaout un Iliz kristen unvan (Lizher d'an Efezidi 4:3) hag ar bed poblet a-bezh (Aviel Mazhev 24:14) evel preder an holl Gristenien. Da gentañ-penn e voe implijet an anv-gwan eukumenek evit kaozeal eus ar Senedoù-Iliz ha diwar-benn ar Patriarch eukumenek, da lavaret eo un eskob meur a ra war-dro an Iliz a-bezh e-lec'h bezañ dalc'het gant harzoù un Iliz lec'hel pe un eskopti.