Mont d’an endalc’had

Eyjafjallajökull

Eus Wikipedia

Eyjafjallajökull (distaget [ˈɛɪjaˌfjatlaˌjœːkʏtl̥]) a zo ur skorneg e Bro Island. Goleiñ a ra ur menez-tan, Eyjafjöll e anv, 1 666 m a uhelder dezhañ, hag a ouzer eo bet o tislonkañ aliezik abaoe oadvezh ar skorn (gouzout a reer eo bet oberiant er bloazioù 920, 1612, hag etre 1821 ha 1823). Dre ziv wech eo bet o tislonkañ er bloaz 2010, e miz Meurzh hag e miz Ebrel.

Dislonkadenn an Eyjafjöll d'ar 27 a viz Meurzh 2010
Skorneg Gígujökull, ul lodenn eus Eyjafjallajökull.


Ur stratovolkan eo an Eyjafjöll ha seblantout a ra e zislonkadennoù mont a-gevret gant ar menez-tan Katla. Pa oa bet paouezet dislonkadennoù an Eyjafjöll e 1823 e oa kroget gant egile all. Kement-mañ a laka da soñjal e vefent liammet mod pe vod. Da heul dislonkadenn ar 14 a viz Ebrel 2010 e oa bet bannet gantañ ludu en atmosferenn, ar pezh en deus lakaet serriñ aerborzhioù Europa e-pad ur mare, ha kollet diwar-se arc'hant e-leizh gant kompagnunezhioù kirri-nij. [