Francisco de Zurbarán
Francisco de Zurbarán (1598–1664) zo ul livour spagnol eus Kantved Aour Spagn, brudet dre e daolennoù relijiel ma tiskouez sent ha sentezed, merzherien, menec'h, leanezed, ha dre e habaskaennoù (Daveoù a vank). Mignon e oa da Diego Velázquez. Lesanvet eo bet Caravaggio Spagn abalamour d'e zoare da implij ar sklêrijenn deñval, pe chiaroscuro, e doare Caravaggio.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Badezet e voe Francisco de Zurbarán d'ar 7 a viz Du 1598 e Fuente de Cantos (Badajoz)[1]. Daou livour meur all eus Kantved Aour Spagn a voe ganet prestik goude : Diego Velázquez (1599–1660) hag Alonso Cano (1601–1667).
Da 14 vloaz e voe lakaet Zurbarán da zeskiñ ar vicher a livour e Sevilla, e labourva Pedro Díaz de Villanueva (1564-1654), ma teuas Alonso Cano e 1616. Echu gantañ deskiñ e 1617, ha neuze e timezas gant Maria Páez.
E Llerena (Extremadura) e oa o chom da neuze, hag eno e voe ganet e vugale : Maria, Juan (a voe livour hag a varvas gant ar vosenn e 1649) hag Isabel Paula.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Santez Isabel de Portugal, Mirdi ar Prado
-
Francesco d'Assisi e prederi, National Gallery
-
Francesco d'Assisi e prederi, National Gallery
-
Krouidigezh Dinamm, Museu Nacional d'Art de Catalunya
-
Krouidigezh Dinamm, 1630, Prado
-
Sant Serapion, 1628, Wadsworth Atheneum
-
Marv Sant Bonaventur (Korf Sant Bonavantur Dirak ar Pab Gregor X ha Jaime Iañ Aragon), Mirdi al Louvre
-
Ar Werc'hez Yaouank, Metropolitan Museum of Art
-
Santez Rufina, Prado
-
Doktor al Lezenn, 1635, Isabella Stewart Gardner Museum
-
Difenn Cádiz rak ar Saozon, 1634, Prado
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Zurbarán, aperçu de sa vie et de son œuvre, Jeannine Baticle, p. 71-87