Mont d’an endalc’had

Frezenn

Eus Wikipedia
Herri Iañ, dug Guise, ur frezenn en e gerc'henn, 1588.
Frezenn gant Marie Vignon, 1620

Ur frezenn zo ur seurt kolier danvez a veze en-dro da c'houzoug gwazed ha maouezed an noblañs er XVIvet kantved. Dantelezhet e veze alies.
Dont a ra ar ger eus an anv gallek fraise, hogen n'eo ket eus ar frouezh, ar sivi, met eus anv bouzellenn al leue.

Ar frezenn er XVIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e oa plegoù bihan ouzh bord, pe erien, kolier ar rochedoù ha hivizoù . Er bloavezhioù 1530 e savas ar c'holier da c'holeiñ ar bruched hag ar gouzoug.

  1. Dont a ra ar frezenn eus ar plegoù a veze graet da vord ar rochedoù ha hivizhoù. Munud eus ur poltred eus Frañsez Iañ gant Jean Clouet (Mirdi al Louvre).
  2. Poltred ar rouanez Caterina de' Medici. Bord hiviz ar rouanez a dap betek dindan he groñj, met n'eo ket ur frezenn da vat c'hoazh rak n'eo ket ingal ar godronoù (war-dro 1555).

Er bloavezhioù 1560 eo e teuas ar frezenn war wel. Aozet e oa gant godronoù ingal, ha distag e oa eus ar roched. Uhelaat a ra adalek ar gerc'henn ha ledanaat. An darn vrasañ eus ar maouezed a laka ar frezenn war ur c'holierig.

  1. Poltred Antoine de Bourbon, ar frezenn a deu e-maez ar c'holier
  2. Poltred Frañsez II (Bro-C'hall), e frezenn war e golier
  3. Poltred Erik XIV (1533-1577), roue Sveden
  4. Poltred Charlez IX
  1. Poltred Louis de Bourbon, 1 priñs Condé. Heñvel eo e frezenn ouzh re protestanted Europa an Hanternoz.
  2. Poltred un denjentil alaman, gant Ludger Tom Ring ar Yaouankañ
  3. Poltred Felipe II
  4. Poltred Caterina de' Medici

Giz ar frezenn a vo goapaet e-pad ur charivari e foar Saint Germain e miz C'hwevrer 1579 : studierien a zibuno er straed, gwisket gant pikoloù frezennoù paper gwenn, hag o huchal : À la fraise on reconnaît le veau ! ("Diouzh ar frezenn ec'h anavezer al leue !")[1].

  1. Poltred Herri, dug Anjev
  2. Poltred Herri Iañ Guise
  3. Poltred Elesbed Aostria (1554-1592), rouanez Bro-C'hall
  4. Poltred François, dug Alençon
  1. Poltred Charlez IX, gant ur frezenn dantelezhet
  2. Poltred Marc'harid Bro-C'hall (1553-1615)
  3. Potred Robert Dudley
  4. Poltred Willem Iañ Oranje-Nassau

Er bloavezhioù 1580

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1580 ne voe ket nemeur a gemmoù er frezenn.

  1. Walter Raleigh, poltredet gant Nicholas Hilliard
  2. Henry Unton, gant ur poltredour dianav.
  3. Poltred un den yaouank gant Nicholas Hilliard
  4. Herri, Dug Guise.

Kenderc'hel a ra giz ar frezenn, hag uhel mat-eo.

  1. Poltred Felipe III, Roue Spagn.
  2. Poltred Ambrosio Spinola
  3. Poltred Maria Anna Aostria, Impalaerez santel, gant Diego Velázquez
  4. Poltred Isabel de Bourbon, Rouanez Spagn, ha Rouanez Portugal .
  5. Soudard spagnol war-dro 1620.

E Flandrez hag en Italia, dindan levezon Spagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Izelvroioù e vo douget ar frezenn betek kreiz ar XVIIvet kantved.

  1. Poltred Maria de' Medici, gant Pietro Facchetti (war-dro 1530-1619)
  2. Poltred Elena Grimaldi
  3. Poltred an infantez Isabel Clara Eugenia, gant Rubens. Poltredoù all anezhi gant frezennoù a bep seurt a weler er pennad dediet dezhi.
  4. Poltred Frans Snyders hag e wreg
  5. Poltred Johanna Le Maire
  6. Poltred Margaretha de Geer, pried da Jacob Trip, gant Nicolaes Maes. Mirdi Arzoù Kaer Budapest.
  1. Un tiegezh, gant Jakob Jordaens.
  2. Alessandro Farnese, dug Parma, Poltred gant Otto van Veen (war-dro 1585).
  3. Poltred un den war-dro tregont vloaz, gant Frans Hals.
  4. Munudenn eus De magere compagnie, gant F. Hals.
  5. Jorge Manuel Theotokopouli poltredet gant El Greco e 1603 (munud)

En XVIIIvet kantved ha goude

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Almanach des Français, traditions et variations 1994, p. 107