Fulbert Youlou
Fulbert Youlou (1917 - 6 a viz Mae 1972) a oa ur beleg katolik hag ur politikour eus Republik Kongo, bet prezidant kentañ ar vro etre 1959 ha 1963.
Urzhiet e voe beleg katolik goude an eil brezel-bed ha kaset da Vrazzaville gant e Iliz. E miz Genver 1956 e lakaas e anv evit bezañ dileuriad e Bodadenn Vroadel Bro-C'hall, daoust da zifenn e eskob. Koll a reas ha skarzhet e voe diouzh an Iliz katolik, difennet outañ gwiskañ ar soutanenn pe seveniñ al lidoù. Krouiñ a reas e strollad politikel, an UDDIA (Union Démocratique de Défense des Intérêts Africains), hag anvet e voe da vaer Brazzaville e miz Du 1956.
D'ar 15 a viz Eost 1960 e voe embannet dizalc'hiezh ar vro gant Youlou da brezidant. E miz Eost 1963 e voe manifestadegoù goude ma oa bet divizet gant Fulbert Youlou lakaat e strollad da vezañ hini nemetañ ar vro. Goude bezañ goulennet en aner sikour digant Bro-C'hall e roas e zilez d'ar 15 a viz Eost. E 1965 e tec'has kuit diouzh e vro ha kavout repu e Léopoldville, e Bro-C'hall hag erfin e Spagn ma varvas e 1972.
Prezidanted Republik Kongo |
|||
---|---|---|---|
|