Fulup III Bourgogn
Neuz
Fulup III Bourgogn, ganet d'an 31 a viz Gouere 1396 ha marvet d'ar 15 a viz Even 1467, a oa Dug Bourgogn etre 1419 ha 1467.
Mab e oa da Yann Iañ Bourgogn ha da Varc'harid Bavaria. Tad e oa da Charlez an Her.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas Fulup III Bourgogn.
- En Mezheven 1409, da 13 vloaz, e voe dimezet da Michelle de Valois (1395-1422), merc'h 14 vloaz ar roue gall Charlez VI (Bro-C'hall). Mervel a reas d'an 8 a viz Gouhere 1422, e Gent, ha hi 26 vloaz. Ur verc'h he doa, Agnes Bourgogn.
- Addimeziñ a reas an dug Fulup d'an 30 a viz Du 1424, e Moulins-Engilbert, da Bonne d'Artois, merc'h da Philippe d'Artois, kont Eu. Mervel a reas-hi d'ar 17 a viz Gwengolo er bloaz goude, ha bugel ebet n'o doe.
- Addimeziñ a reas Fulup e Brugge, d'ar 7[1],[2] pe d'an 8 a viz Genver 1430[3], da Izabel Portugal (1397-1471), merc'h da João Iañ , Roue Portugal. Tri bugel o doe, hag unan anezho e oa Charlez an Her, a renas war-lerc'h e dad.
E-kerzh ar festoù a voe roet da-geñver an eured-mañ eo e voe savet Urzh ar Maoutken Aour[4].
- Serc'hed e-leizh en doe, ha besterd ivez:
- Corneille, bastard Bourgogn (v. 1420 - marvet en 1452), lesanvet Grand Bâtard Bourgogn, aotrou Elverdinge, Vlamertinge, Neuve-Église ha Pierrefort, kabiten ha gouarnour meur Dugelezh Luksembourg. Besterd en doe : Jérôme ha Jean, ha bugale dezho ;
- Antoine, bastard Bourgogn (v. 1421-1504), anvet ivez Grand Bâtard Bourgogn goude marv e vreur, aotrou Tournehem, mab da Jeanne de Presle de Lizy ;
- Marie de Bourgogne (1426 - 15 a viz Eost 1475), mab da Jeanne Chastellain (pe da Jeanne Presle de Lizy). Dimeziñ a reas e 1447 da Pierre de Bauffremont, kont Charny, kambrelan gant Philippe de Bourgogne.
- Marguerite, marvet war-dro 1455 ;
- David (v. 1427-1496), mab da Jeanne Chastellain, eskob Thérouanne (adal 1451), ha goude Utrecht (adal 1456). E vamm Jeanne Chastellain (de Castellana) pe de Bosquiel demoiselle de Quéry la Motte (Pas de Calais) a zimezas en 1442 da Étienne de Bours, lesanvet Maillotin, gouarnour Gorgues ha Dunkerk (+ 1450), ha mervel a reas e 1462 ;
- Anne (war-dro 1435 - 1508), gouarnourez Marie de Bourgogne, a zimezas div wech: 1°) da Adrien de Brosse; 2°) da Adolphe de Clèves-Ravenstein (1425-1492) ;
- Philippe de Bourgogne (eskob Utrecht) (1464-1524), lesanvet Philippe de Bourgogne-Blaton, amiral Flandrez (1498-1517), eskob Utrecht (1517-1524), ha dezhañ pevar mab bastard : Jean, Philippe, Olivier[5] ha Baudouin ;
- Jean (1438-1499), provost e Brugge (1483), daou vab bastard en doe : Arnould ha Jacques ;
- Marie (pe Marion), leanez ;
- Catherine ;
- Antoine, marvet yaouank ha divugel;
- Josse-Antoine ;
- Philippe, marvet yaouank, divugel ;
- Cornélie (marvet war-dro 1428) ;
- Madeleine ;
- Marie, leanez ;
- Catherine (marvet goude 1515), abadez ;
- Catherine, leanez;
- Jossine (marvet yaouank) ;
- Yolande (m. 3 a viz Du 1470) ;
- Jérôme ;
- Baudouin, meneget en 1461-63 ;
- Arthur, marvet yaouank ha divugel ;
- André.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Henri Pirenne, Histoire de Belgique, BiblioBazaar, LLC, 2008, p. 448
- ↑ Paul Bonenfant, A.-M. Bonenfant-Feytmans, Philippe le Bon: sa politique, son action, De Boeck Université, 1996, p. 46
- ↑ Georges Bordonove Les Grandes Heures de l'Histoire de France - Jeanne d'Arc et la Guerre de Cent Ans, Éditions Pygmalion, 1994, p. 195
- ↑ Marie-Thérèse Caron, Denis Clauzel, Le banquet du faisan, Artois presses université, 1997, p. 123
- ↑ Floc'h e vo gant Karl V an Impalaeriezh Santel en 1532. (meneget gant Patrick Van Kerrebrouck, in "Les Valois" - 1990, pajenn 611.)