Gruyère (keuz)
Gruyère a reer eus ur c'heuz suis. Dont a ra anv ar c'heuz-se eus al lec'h ma vez fardet : pastell-vro Gruyère, e kanton Freiburg. Er C'hwec'hkorn eo bet implijet ar ger gruyère e-pad pell a-benn envel forzh pe geuz e vefe, eus Bro-C'hall pe eus Suis. Hiziv an deiz, diwar ali Emglev Etrevroadel Stresa, e vez kaoz eus familh ar gruyère, enni meur a seurt fourmaj-laezh, evel Comté, Beaufort pe c'hoazh Jura.
Abaoe ar 26 a viz Gouere 2001 ez eus eus an anvadur orin kontrollet (AOK) evit ar c'heuz-se. Produet e vez e kantonioù suis : e hini Freiburg, hini Vaud, hini Neuchâtel, hini Jura, hag ivez e Courtelary, Neuveville hag e Moutier. Produet e vez ivez e meur a gumun evel Ferenbalm, Guggisberg, Mühleberg, Münchenwiler, Rüschegg ha Wahlern, an holl anezho o vezañ e-barzh kanton Bern. Un AOK a zo ivez evit a sell ouzh ar gruyère fardet e Bro-C'hall abaoe an 28 a viz Meurzh 2007.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv a voe graet eus ar ger gruyère (skrivet gruière) evit ar wech kentañ er XVIIvet kantved. Abaoe an henamzer avat e ouezer e veze fardet fourmaj druz e bro Freiburg. E-pad an XVIIIvet kantved e teuas tud eus Freiburg d'en em staliañ e kanton Vaud hag e hini Valais, e Franche-Comté, er Jura hag e Savoia. Ganto e kasjont o gouiziegezh.
Taolennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur seurt keuz klok diwar laezh buoc'h kriz, an toaz o vezañ gwasket ha poazhet. Kriz e chom al laezh, an toaz nemetken a vez poazhet. Ur wrac'hell gruyère a vez ront hag an diavaez anezhi a zo greunek, yac'h hag azgell. A-fet stumm e rank bezañ kempouez, ha bolzek e rank ar bord (anvet seulgenn) bezañ. Evit a sell ouzh ar vent e rank bezañ etre 9,5 ha 12 kantimetr, etre 55 ha 65 km evit a sell ouzh an treuzkiz, hag ur pouez etre 25 ha 40 kg. War-dro 400 litrad laezh a zo ezhomm a-benn fardañ ur wrac'hell 35 kg dezhi. Puraet e vez ar gruyère e-pad ur pennad etre 5 ha 12 miz. E-pad ar mare-se e vez troet ar gwrac'helloù, ha frotet e vezont gant dour sall. Daoust d'ar pezh a soñjer n'eus tamm toull ebet er gruyère, frailhet e c'hall bezañ memes tra.